Hugues de Payns | e vuhez

E vuhez

N'ouzer ket kalz a dra diwar-benn lec'h ganedigezh Hugues II de Payns ha ne c'haller nemet goulakaat e oa bet ganet e-tro 1070-80. Mab e oa d'an Aotrou Hugues de Payns ha d'ur vaouez hag a zo chomet dianav hec'h anv ; ur mab all en devoe ar c'houblad, Acheus e anv. Hervez istorourien 'zo (an arc'heskob gall Guillaume de Tyr en o zouez) e vije ganet e Payns, ur gêriadenn hag a zo 12 km er gwalarn da gêr Troyes, kêrbenn konted Champagn.

D'ar 27 a viz Du 1095, da-geñver sened-iliz Clermont, e voe roet lañs d'ar C'hentañ Kroaziadeg gant ar Pab Urban II (e-tro 1042-1099) evit ma vije dieubet an hent da Jeruzalem bet stanket d'ar birc'hirined gristen gant an Durked. Ne gemeras ket perzh Hugues II de Payns er groaziadeg-mañ a voe peurachuet gant dibenn Seziz Jeruzalem d'ar 15 a viz Gouere 1099. Ne voe nemet e 1104 ma ambrougas e bennaotrou Hugues Ier de Champagne d'an Douar Santel ma chomas e-pad tri bloaz a-raok distreiñ d'e di e 1107. Eurediñ a reas da Elisabeth de Chappes e 1108, ha pevar bugel en devoe (Gibuin, Isabelle, Herbert ha Thibaud) ganti.

Other Languages
العربية: هيوجز دي بانز
български: Юг дьо Пайен
čeština: Hugues de Payens
Ελληνικά: Ούγος ντε Παιν
Esperanto: Hugo de Payns
español: Hugo de Payns
français: Hugues de Payns
hrvatski: Hugo de Payens
Bahasa Indonesia: Hugues de Payens
italiano: Hugues de Payns
latviešu: Hugo de Peins
македонски: Иг де Пајен
Nederlands: Hugo van Payns
português: Hugo de Payens
română: Hugo de Payens
русский: Гуго де Пейн
srpskohrvatski / српскохрватски: Hugues de Payens
slovenčina: Hugues de Payens
српски / srpski: Ig de Pejen
українська: Гуго де Пейн