Yezhoù germanek

Ar yezhoù germanek

Ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek eo ar yezhoù germanek.

Ar saozneg eo ar yezh c'hermaneg muiañ komzet o vezañ m'emañ barrek warnañ tro-dro da 340 milion a dud evel yezh kentañ ha gant meur a hini all dre ar bed a-bezh evel eil yezh. E-touez ar yezhoù germanek pennañ all e kaver an alamaneg komzet gant 120 milion a dud evel yezh kentañ, an izelvroeg hag ar yezhoù skandinavek.

Diorroet e oa bet an holl yezhoù germanek diwar an Henc'hermaneg, komzet tro-dro d'ar 1añ milved kent Jezuz e norzh Europa.

Kavet e vez roudoù skrivet eus ar yezhoù germanek bet enrollet gant Tacitus eus ar Iañ kantved kent Jezuz.

Adalek an Eil kantved goude Jezuz-Krist e oa bet kroget da skrivañ ar yezhoù germanek gant runoù anvet Henfuthark. Diouzh an tu all e veze skrivet ar goteg gant al lizherenneg c'hotek bet krouet gant an eskop Ulfilas evit treiñ ar Bibl er IVe kantved. War-lerc'h e voe degaset al lizherenneg latin gant ar venec'h kristen evit skrivañ ar yezhoù germanek all, nemet ar yezhoù skandinavek a gendalc'he d'ober gant ar runoù a-hed amzerioù ar Vikinged.

Bremañ e vez implijet al lizherenneg latin evit skrivañ an holl yezhoù germanek, a-wechoù gant un nebeut lizherennoù ispisial ouzhpenn, da skwer

Gwechall ivez e veze skrivet ha moulet meur a yezh germanek, dreist-holl an alamaneg, gant ur stil ispisial anvet fraktur.

Setu un nebeut perzhioù yezhoniel a gaver er yezhoù germanek nemetken:

  1. Eeunadur eus amzerioù indez-europeek e amzer-a-vremañ ha amzer dremenet
  2. Implij ul lostger dre-zent (/d/ pe /t/) e lec'h ur c'hemmadur a vogalenn (ablaut) da ziskouez an amzer dremenet. Gwelet: Verb gwan germanek.
  3. Bezañs daou zoare displegadur verb : gwan (oc'h implijout ul lostger dre zent) ha kreñv (oc'h implij ablaut).
  4. Implij anvioù-gwan kreñv ha gwan.
  5. Ar c'hemmadur kensonennek anavezet dindan anv Lezenn Grimm.
  6. Un nebeut gerioù a zo diaes da liammañ gant gwriziennoù indez-europeek hag a vez kavet e-barzh hogozik tout ar yezhoù germanek Gwelet Martezeadenn ar gwiskad-dindan germanek.
  7. Dilec'hiadur ar pouezh-mouezh war ar wrizienn.
Other Languages
Afrikaans: Germaanse tale
العربية: لغات جرمانية
azərbaycanca: German dilləri
تۆرکجه: ژرمن دیللری
беларуская: Германскія мовы
беларуская (тарашкевіца)‎: Германскія мовы
български: Германски езици
dolnoserbski: Germaniske rěcy
føroyskt: Germansk mál
Nordfriisk: Germaans spriaken
客家語/Hak-kâ-ngî: German Ngî-chhu̍k
hornjoserbsce: Germanske rěče
interlingua: Linguas germanic
Bahasa Indonesia: Rumpun bahasa Jermanik
한국어: 게르만어파
kernowek: Yethow germanek
Кыргызча: Герман тилдери
Lëtzebuergesch: Germanesch Sproochen
Lingua Franca Nova: Linguas germanica
Limburgs: Germaanse taole
lietuvių: Germanų kalbos
македонски: Германски јазици
Bahasa Melayu: Rumpun bahasa Germanik
مازِرونی: ژرمنی
Plattdüütsch: Germaansche Spraken
Nedersaksies: Germaanse taelen
Nederlands: Germaanse talen
norsk nynorsk: Germanske språk
Papiamentu: Lenganan german
Piemontèis: Lenghe germàniche
română: Limbi germanice
русиньскый: Ґерманьскы языкы
davvisámegiella: Germánalaš gielat
srpskohrvatski / српскохрватски: Germanski jezici
Simple English: Germanic languages
slovenčina: Germánske jazyky
slovenščina: Germanski jeziki
српски / srpski: Германски језици
Kiswahili: Kigermanik
Tok Pisin: Ol tok Siamanik
Türkçe: Cermen dilleri
українська: Германські мови
oʻzbekcha/ўзбекча: German tillari
Tiếng Việt: Ngữ tộc German
West-Vlams: Germaansche toaln
Bân-lâm-gú: German gí-cho̍k