Wessex


Westseaxna Cynerice
Rouantelezh Wessex
Uffe den spake.jpg
519 – 927Flag of England.svg
Location of Rouantelezh Wessex
Kêr-bennNot specified
Yezh(où)Hensaozneg
GouarnamantMonarkiezh
Istor
 - Krouidigezh519
 - Unvaniezh bro-SAoz927

Rouantelezh Wessex a oa unan eus ar seizh rouantelezh angl-ha-saoz eus deroù ar Grennamzer , hag a badas eus ar VIvet betek an IXvet kantved ; a-raok ma oa savet rouantelezh Bro-Saoz end-eeun. Dont a ra hec'h anv eus West ha Saks (Saoz) (evel ma teue Essex eus East ha Saoz, ha Sussex eus South ha Saoz). War aodoù kreisteiz ha mervent Enez Vreizh e oa savet. Aloubiñ a reas ar rouantelezhioù angl-ha-saoz all (Mersia, Anglia ar reter, hag ar re all) kement ha ken bihan ma teuas da vezañ mestr war douaroù an holl Saozon ha ma teuas da vezañ rouantelezh Bro-Saoz.

Goude deuet da vezañ ur gontelezh ez eas da get Wessex evel framm politikel en XIvet kantved. Hiziv an deiz e teu meiziad Wessex war an dachenn bolitikel en-dro rak lod a fell dezho krouiñ ur rannvro anvet evel-henn en douaroù a oa dindan ar rouantelezh-se er Grennamzer.


Rouantelezh Wessex

Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e oa bet diazezet rouantelezh Wessex gant Cerdic ha Cynric, pennoù ar c'hlan anvet ar "Gewissae", a oa dilestret e Hampshire, daoust ma vez disfiz gant an istorianed ouzh an darvoudoù danevellet er c'hronik-se. Ar furchadennoù arkeologiezh a brou e oa bet savet ar rouantelezh e lodenn uhellañ an Tavoez hag e bro Cotswolds. Mojenn orin ar rouantelezh dispeleget er c'hronikoù a c'hall bezañ bet propaganda politikel evit reiñ un abeg evit aloubiñ bro ar Juted diwezhatoc'h, e Hampshire ar su hag en Enez Wight. Ar c'hentañ darvoud asur en istor Wessex eo badiziant ar roue Cynegils, war-dro 640.


Kavout a raed un niver bras a Saozon er c'hêrioù kozh dalc'het gant ar Romaned evel Dorchester ha Winchester, hag e burhoù nevez savet evel Wallingford. Goude aloubadenn he zachenn orin gant Mersia e Gloucestershire hag Oxfordshire, e oa bevenn norzh Wessex he-ha-hed ar stêr Tavoez. Southwark, a-dal da Londrez, war glannoù su an Tavoez, a oa unan eus ar burhoù, met Londrez a oa e diavaez bevennoù Saozon ar C'hornôg. Edo kreiz ar rouantelezh er pezh zo hiziv kontelezhioù Hampshire, Wiltshire, Dorset, Somerset, ha Berkshire.

Iwerzhon ha Breizh Veur war-dro 802. "West Wales" a weler skrivet war Kernev-Veur.

Wessex a astennas e vevennoù diwar-goust e amezeien, Brezhoned Domnonea peurgetket, faezhet ganti en diwezh, ha rouantelezh Mersia. Goude trec'h Egbert war Mersia e 825, ha pa zegemeras Northumbria e aotrouniezh e 829, e teuas Egbert da vezañ Bretwalda, da lâret eo aotroù Preden.

E 686 e teuas Winchester da vezañ unan eus kêrbennoù dibad ar rouantelezh, goude faezhidigezh Atwald, roue Enez Wight, gant Kaedwalla, roue Wessex. Dindan ar roue Egbert an hini avat e teuas da vezañ ar gêrbenn nemeti. E 871 e tiazezas Alfred Veur, roue Bro-Saoz, e gêrbenn eno.

Ar reizhiad kêrioù mogeriet (ar "burhoù") savet e-pad ren Alfred Veur, deskrivet gant Aser hag ar C'hronikoù, ha testeniekaet en ur hidage hepken,[1] a sikouras miret ouzh an Daned a aloubiñ su Bro-Saoz er bloavezhioù 870. Menegiñ a ra an hidage tri c'hreñvlec'h ha tregont, savet e doare ma ne'n em gavfe den ebet e Wessex pelloc'h evit un tennad un devezh war varc'h diouzh ul lec'h surentez.

Dont a reas Wessex da vezañ ur gontelezh etre 1016 and 1066. Echuiñ a reas tierniezh rouaned ar Wessex, deuet da vezañ mistri war rouantelezh Bro-Saoz gant marv ar roue Edouard ar c'hofesour. E-touez ar re a c'halle pignat war an tron war e lerc'h edo Harold Godwinson, kont Wessex, a voe lakaet da roue kent bezañ lazhet en emgann Hastings.

War a seblant rouaned Wessex ne zeuent ket roue dre hêrezh hepken. An danvez-roueed kreñvañ e-touez an tiegezhioù bras a veze dilennet pe diazezañ a raent o galloud dre nerzh war ar rouanez bihanoc'h. An dizunvaniezh degaset en diabarzh gant an doareoù ober-se o dije daleet emdroerezh Wessex da vezañ ur rouantelezh klok, met ur c'houlakadenn n'eo ken.

Other Languages
العربية: مملكة وسكس
asturianu: Reinu de Wessex
беларуская: Уэсекс
беларуская (тарашкевіца)‎: Ўэсэкс
български: Уесекс
català: Wessex
čeština: Wessex
Cymraeg: Wessex
dansk: Wessex
Ελληνικά: Ουέσσεξ
English: Wessex
Esperanto: Wessex
español: Reino de Wessex
eesti: Wessex
euskara: Wessex
فارسی: وسکس
suomi: Wessex
français: Wessex
galego: Wessex
magyar: Wessex
Bahasa Indonesia: Wessex
Ido: Wessex
Basa Jawa: Wessex
한국어: 웨섹스 왕국
lietuvių: Veseksas
Plattdüütsch: Königriek Wessex
Nederlands: Koninkrijk Wessex
norsk nynorsk: Wessex
norsk: Wessex
polski: Wessex
português: Reino de Wessex
română: Wessex
русский: Уэссекс
Scots: Wessex
srpskohrvatski / српскохрватски: Kraljevina Wessex
Simple English: Wessex
slovenčina: Wessex
српски / srpski: Весекс
svenska: Wessex
українська: Вессекс
اردو: ویسکس
Tiếng Việt: Wessex
Bân-lâm-gú: Wessex