Triliv

Un triliv zo ur banniel tri liv warnañ.

War bannieloù zo emañ al livioù a-led, evel war hini an Izelvroioù. War re all emaint a-serzh, evel war hini Bro-C'hall.

Bannieloù triliv all zo ha ne vez ket graet bannieloù triliv anezho abalamour ma vez strewet al livioù en un doare disheñvel, evel war bannieloù ar Rouantelezh Unanet ha Stadoù Unanet Amerika.

Banniel Bro-C'hall

Banniel triliv Bro-C'hall.

E brezhoneg e vez implijet kenañ ar ger "triliv" evit envel banniel Bro-C'hall. Meur a abeg zo da se, ouzhpenn hini an tri liv gall :

  • n'eus bro amezek all ebet tost da Vreizh, pe ken tost all
  • n'eus nemet daou liv war banniel Breizh
  • savet eo an droienn diwar an droienn c'hallek a ra "le drapeau tricolore" eus ar banniel gall, goude ma'z eus meur a vanniel all er bed gant tri liv ivez. Gwir eo ez eo unan eus ar re goshañ, met koshoc'h egetañ eo banniel ar Rouantelezh Unanet, warnañ ar memes livioù (glas, gwenn ha ruz), nemet aozet en un doare all
  • ar banniel displeget ar muiañ e Breizh, p'e weler war bep ti-kêr, war savadurioù ar stad ha war pep monumant ar re varv.
Other Languages
беларуская: Трыкалор
беларуская (тарашкевіца)‎: Трыкалёр
български: Трикольор
bosanski: Trobojka
català: Tricolor
čeština: Trikolóra
dansk: Trikolore
Deutsch: Trikolore
Esperanto: Trikoloro
español: Tricolor
eesti: Trikoloor
suomi: Trikolori
furlan: Tricolôr
galego: Tricolor
עברית: טריקולור
हिन्दी: तिरंगा
hrvatski: Trobojnica
italiano: Tricolore
日本語: 三色旗
ភាសាខ្មែរ: ត្រីពណ៌
한국어: 삼색기
lietuvių: Trispalvė
эрзянь: Колмотюс
Nederlands: Driekleur
norsk nynorsk: Trikolor
norsk: Trikolor
română: Tricolor
русский: Триколор
Simple English: Tricolour
slovenčina: Trikolóra
српски / srpski: Тробојка
svenska: Trikolor
українська: Триколор
اردو: ترنگا
vèneto: Tricołor
Tiếng Việt: Cờ tam tài
中文: 三色旗