Tolz Heol

En astrofizik, an tolz Heol zo un unanenn a dalvez da vuzuliañ an tolz a vez implijet dre gendiviz evit ar stered pe an traezoù tolzennek all. Kevatal eo da dolz hon Heol.E arouezenn hag e dalvoudegezh zo :


Gallout a reer jediñ tolz an Heol diouzh hed ar bloavezh, ar pellder etre an Douar hag an Heol (an UA), hag an argemmenn gravitadur (G) evel :

,

Betek nevez zo ne anaved ket an argemmenn gravitadur nag an UA en un doare resis. koulskoude, jediñ tolz relativel ur blanedenn all e Koskoriad an Heol pe un daouad steredennoù en unanennoù tolz Heol a zepante eus an argemmennoù anavezet fall-se. Talvoudus e oa eta jediñ an tolzioù-se en unanennoù tolz Heol (sellet ouzh argemmenn gravitadur Gauss). Hiziv an deiz ez eo muzuliet an UA en un doare resis-kenañ a-drugarez da radarioù etreplanedenn ha G zo muzuliet mat ivez, met tolz an Heol a zalc'h da vezañ unan eus emglevioù a-bouez ar steredoniezh.

Talvout a ra tolz an Heol kement ha 330 000 gwezh tolz an Douar.Ar c'horrezed ruz eo ar stered, dezho an tolz bihanañ. Ar re vihanañ anavezet zo 1/20 eus tolz an Heol.Ar steredennoù tolzennekañ o devez un tolz a dalvez war-dro 50 pe 80 tolz Heol.Pa vez tolzennekoc'h c'hoazh ur steredenn ez eo distabil rak gwask ar skinadur divent zo en he c'hreiz a laka anezhi da skarzhañ an danvez a ya d'he ober.

E miz Genver 2004, Stephen Eikenberry, eus skol-veur Kalifornia, en deus disklêriet en doa dizoloet ar steredenn dolzennekañ a oa bet kavet biskoazh : LBV 1806-20. Ur steredenn yaouank-kenañ eo houmañ, dezhi 150 tolz Heol d'an nebeutañ.

Other Languages
Afrikaans: Sonmassa
العربية: كتلة شمسية
asturianu: Masa solar
беларуская: Сонечная маса
беларуская (тарашкевіца)‎: Сонечная маса
български: Слънчева маса
català: Massa solar
Deutsch: Sonnenmasse
Ελληνικά: Ηλιακή μάζα
English: Solar mass
Esperanto: Suna maso
español: Masa solar
euskara: Eguzki masa
français: Masse solaire
עברית: מסת שמש
magyar: Naptömeg
Bahasa Indonesia: Massa matahari
italiano: Massa solare
日本語: 太陽質量
ქართული: მზის მასა
한국어: 태양질량
Lëtzebuergesch: Sonnemass
lietuvių: Saulės masė
Malagasy: Lanjamasoandro
македонски: Сончева маса
മലയാളം: സൗരപിണ്ഡം
Bahasa Melayu: Jisim suria
Plattdüütsch: Sünnmasse
Nederlands: Zonsmassa
norsk nynorsk: Solmasse
norsk: Solmasse
ਪੰਜਾਬੀ: ਸੌਰ ਪੁੰਜ
português: Massa solar
română: Masă solară
sicilianu: Massa sulari
Scots: Solar mass
සිංහල: Solar mass
Simple English: Solar mass
slovenčina: Hmotnosť Slnka
slovenščina: Sončeva masa
српски / srpski: Сунчева маса
svenska: Solmassa
Kiswahili: Masi ya Jua
українська: Маса Сонця
Volapük: Solamasat
中文: 太阳质量
粵語: 太陽質量