Tog-tric'hornek

Friedrich II, roue Prus gant e dric'horn.

Un tog-tric'hornek zo un tog dezhañ tri c'horn hag a zo bet diouzh ar c'hiz en Europa an XVIIIvet kantved, betek bezañ arouez ar c'hantved.

Istor

War wel eo deuet war-dro 1690 gant soudarded war varc'h an Dispac'h saoz. Togoù gant erien ledan o doa, hag a gouezhe pa vezent gleb, ma ne welent netra, pezh a veze dañjerus. Neuze o doa savet an erien d'ober tri c'horn.

Ne oant ket ar re gentañ o sevel erien o zog. Kemend-all a veze graet gant mouskederien armeoù Europa a save un tu eus an erien a-raok dibenn an XVIIIvet kantved, pe an tu a-raok, pe un tu war ar c'hostez.

Ar soudarded eta a reas brud an tog-tric'hornek. met ne voe ket graet degemer kaer dezhañ en holl vroioù.

Other Languages
asturianu: Tricorniu
català: Tricorn
Deutsch: Dreispitz
English: Tricorne
Esperanto: Tripinta ĉapelo
español: Tricornio
euskara: Trikornio
français: Tricorne
galego: Tricorne
日本語: 三角帽子
polski: Trikorn
português: Tricórnio
русский: Треуголка
svenska: Trekornshatt
中文: 三角帽