The Lord of the Rings

The Lord of the Rings (a c'hellfe bezañ Aotrou ar Gwalennoù pe Aotrou ar Gwalinier e brezhoneg) a zo ur romant hanez ha moliac'hel skrivet gant J. R. R. Tolkien, ur studier yezhoù ha kelenner e Skol-Veur Oxford. Rannet eo an istor e c'hwec'h levrenn liammet daou ha daou e teir lodenn : Lodenn gentañ, levrenn un ha daou : The Fellowship of the Ring (Kevredigezh ar Walenn), eil lodenn, levrenn tri ha pevar : The Two Towers (An Daou Dour), trede lodenn, levrenn pemp ha c'hwec'h : The Return of the King (Distro ar Roue). Astennet eo ivez c'hwec'h stagadennig gant istorioù ar pobloù deskrivet, bloaziek, linenouriezh, un displegadenn diwar-benn ar yezhoù komzet hag un displegadenn diwar-benn an deiziadur.

An titl a zave da Sauron, ar penn-eneber, en devoe krouet pell a-raok an istor ar Walenn Nemeti evit mestroni ar Gwalennoù Galloud all, hag ober brezel evit ren Middle-Earth (a vefe Krennzouar e brezhoneg). Trec'het e voe avat ha kollet e Walenn Nemeti. An istor a heul ur strolladig Hobbited renet gant Frodo Sac'heg, en devoe bet ur walenn dre e eontr Bilbo hag a zo ar Walenn Nemeti, o veajiñ e Krennzouar o heuliañ darvoudoù Brezel ar Walenn, gant ur gompagnunezh liesseurt tud, an Dud Aragorn ha Boromir, an Elf Legolas, ar C'horr Gimli, an Hudour Gandalf, hag an Hobbited all, Samwise Gamgee, Meriadoc Brandybuick ha Peregrin Touk. Dre-se e teu anv al lodenn gentañ. Pa voe rannet ar Gevredigezh e voe kontet eus un tu ar pezh a c'hoarvezas da Frodo ha Sam, ha eus un tu all ar pezh a c'hoarvezas d'ar peurrest ar Gevredigezh, pep lodenn renet gant un Tour, ar pezh a ro titl an eil lodenn. Titl an trede lodenn a zave da zisoc'h Brezel ar Walenn.

Skrivet eo bet al levr a dammoù da dammoù etre 1937 ha 1949 evit heuliañ an Hobbit, embannet e 1937. Embannet eo bet rannet e teir lodenn, a-enep da youl orin Tolkien, etre 1954 ha 1955. Graet en deus berzh bras o vont da vezañ an eil levr muiañ gwerzet gant 150 milion skouerenn gwerzhet.

Other Languages
Alemannisch: Der Herr der Ringe
العربية: سيد الخواتم
беларуская: Уладар Пярсцёнкаў
беларуская (тарашкевіца)‎: Уладар Пярсьцёнкаў
čeština: Pán prstenů
客家語/Hak-kâ-ngî: Mô-kài
עברית: שר הטבעות
Bahasa Indonesia: The Lord of the Rings
日本語: 指輪物語
한국어: 반지의 제왕
Ripoarisch: Dr Herr dr Ringe
Кыргызча: Теңир шакеги
Lëtzebuergesch: The Lord of the Rings
Lingua Franca Nova: La Senior de la Anelos
lietuvių: Žiedų valdovas
Bahasa Melayu: The Lord of the Rings
эрзянь: Сурксазор
norsk nynorsk: Ringdrotten
Runa Simi: Siwikunap Apun
srpskohrvatski / српскохрватски: The Lord of the Rings
Simple English: The Lord of the Rings
slovenščina: Gospodar prstanov
Kiswahili: Bwana wa Mapete
українська: Володар перснів
吴语: 指环王
中文: 魔戒
Bân-lâm-gú: Chhiú-chí Ông
粵語: 魔戒