Tenochtitlan

Tenochtitlan

Tenochtitlan oa kêr-benn an Impalaeriezh aztek (etre 8 ha 13,5 km² he gorread), savet war-dro 1325 war un enezennig e-kreiz al lenn Texcoco.Diskaret e oa bet gant ar Spagnoled (ma trivliet e oant evelkent anezhañ) dre urzh Hernán Cortés e 1521.

  • trevadenniñ an tenochtitlan

Trevadenniñ an Tenochtitlan

Da-heul dizoloadenn Amerika gant Kristof Koulm, e 1492, a oa o klask un hent kenwerzh nevez evit treuzkas ar marc'hadourezhioù prizius, aour ha spisoù, e krogas neuze ur redadeg etre Stadoù trevadennel brasañ ar mare, Portugal ha Spagn, evit kenwerzhiñ, trevadenniñ, avielañ ar pobloù "gouez" hag evit pinvidikaat o impalaeriezh.

A-raok donedigezh ar Spagnoliz e veve war dachenn Mec'hiko a-hiziv, an Dolteked az eas diwar-wel war-dro ar bloavezh 1200. Er XIVvet kantved e tiskennas ur milerad a Azteked, renet gant an Tlacatecuhtli, eus an Norzh hag en em staljont e 1325 en Tenochtitlan, e-kreiz al lenn Texcoco, en un draonienn, en ul lec'h aes da zifenn, goude bezañ bet gwelet un erer war ur fleur pik en e skilfoù ur figez barbari.  E 150 bloaz e teuas ar bobl brezelour-se da vezañ mestr war ar meuriadoù amezeg, oc'h implijout gouiziegezhioù an Dolteked a soñje d'an Azteked e oant o hendadoù. An Tenochtitlan a oa kêrbenn un  impalaeriezh a 10-15 million a annezad, renet gant an Tlaoni, enni 300 000 annezad a gomze an Nahua, a skrive gant hieroglifoù hag a studie an astronomiezh. Krediñ a raent e meur a zoueed, da skouer: Tlaloc (glav), Quetzalcoatl (sarpant pluñvet) ha Huitzilopochtli (brezel). Hervezo e oa ret o magañ evit daleañ fin ar bed.

E penn un arme a 400 soudard, 15 marc'h, 10 kanol e oa Hernan Cortez pa erruas e 1519 e Amerika Kreiz. Un emglev a vignoniaj a dremenas gant an Tlaxkalteked, enebourien an Azteked. Pa antreas en Tenochtitlan  er memes vloavezh evit daremprediñ gant Moctezuma II, an impalaer, e voe sebezet o welet ar marvailh-se er gwernioù, gwarezet gant stankelloù, enni temploù, palezioù, ul lusk ekonomikel fonnus, ar marc'hadourezhioù nevez lod gouestlet d'an noblidi; ar maïs, ar chocolatl... Heuget e voe ivez o welet sakrifisoù denel sañset gwareziñ anezho rak ar reverzhiadoù. Habask e oa an Azteked o krediñ e oa kaset an estrañjourien-se gant o douee. Gaou o doa rak aloubiñ a reas ar Spagnoliz ur wech kentañ an Tenochtitlan, met skarzhet e voent. Un eil wech e teujont a-benn da adaloubiñ an Tenochtitlan, e 1521. Ouzhpenn sikour miliadoù a soudarded tlaxkaltek e oa abegoù all d'o berzh:

•   Stennadurioù a oa e diabarzh an impalaeriezh aztek abalamour d'ar pobloù suj dezho

•   Dianavezout a rae an Azteked ar rod hag an houarn, o armoù a oa e mein hag e mein-gwer, hobregoned e kotoñs ha gwaregoù o doa hepken.

•   En tu all o doa ar Spagnoliz kezeg, klezeioù hag hobregoned e houarn, kanolioù hag akebutoù.

•   Ar stroñs mikrobian a lazhas kalz a amerindianed.

E 4 bloavezh e oa bet distrujet un impalaeriezh meurdezus. Disavet e voe templ Huitzilopochtli evit sevel en e blas un iliz-veur. Dont a reas Fransiskaned, ha Dominikaned (avielourien) e 1523 evit stourm ouzh ar relijion aztek. Hispanizet voe ar pobloù-se er memes amzer o koll eta o lidoù, o gizioù,  o relijion, o frankiz. Eus war-dro 12,5 million den da 1 million e 1650 e tremenas an demografiezh, abalamour d'ar brezelioù, d'ar sklaverezh, ha d'ar c'hleñvedoù. Suj e chomas Bro Mec'hiko d'ar Spagnoliz betek 1821.

Other Languages
Afrikaans: Tenochtitlan
aragonés: Tenochtitlán
العربية: تينوتشتيتلان
Aymar aru: Tinochtitlan
беларуская: Тэначтытлан
беларуская (тарашкевіца)‎: Тэначтытлан
български: Теночтитлан
català: Tenochtitlán
čeština: Tenochtitlán
Cymraeg: Tenochtitlan
Deutsch: Tenochtitlan
Ελληνικά: Τενοτστιτλάν
English: Tenochtitlan
Esperanto: Tenoĉtitlano
euskara: Tenochtitlán
Gaeilge: Tenochtitlán
hrvatski: Tenochtitlán
magyar: Tenocstitlan
հայերեն: Տենոչտիտլան
Bahasa Indonesia: Tenochtitlán
íslenska: Tenochtitlán
italiano: Tenochtitlán
Latina: Temistitlana
Lingua Franca Nova: Tenochtitlan
lietuvių: Tenočtitlanas
latviešu: Tenočtitlāna
македонски: Теночтитлан
Bahasa Melayu: Tenochtitlan
Plattdüütsch: Tenochtitlán
Nederlands: Tenochtitlan
norsk nynorsk: Tenochtitlán
Diné bizaad: Tenochtitlan
occitan: Tenochtitlan
Piemontèis: Tenochtitlán
português: Tenochtitlán
Runa Simi: Tenochtitlan
română: Tenochtitlan
русский: Теночтитлан
sicilianu: Tenochtitlán
srpskohrvatski / српскохрватски: Tenochtitlán
Simple English: Tenochtitlan
slovenčina: Tenochtitlan
slovenščina: Tenochtitlan
српски / srpski: Теночтитлан
svenska: Tenochtitlán
Kiswahili: Tenochtitlan
Türkçe: Tenochtitlan
українська: Теночтітлан
oʻzbekcha/ўзбекча: Tenochtitlan
Tiếng Việt: Tenochtitlan
Winaray: Tenochtitlan