Strizh-mor Magalhães

Strizh-mor Magalhães,
gwelet gant ul loarell.

Emañ strizh-mor Magalhães (spagnoleg : Estrecho de Magallanes) e penn su Amerika ar Su etre ar c'hevandir-mañ ha Douar an Tan. An tremen naturel ledanañ eo etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask.

Ar c'hentañ merdeer european o treuziñ anezhañ eo bet Fernão de Magalhães p'en doa graet e verdeadenn-dro e 1520. Dre m'en doa kroget da vont ennañ d'ar c'hentañ a viz Du e oa bet anvet strizh-mor an Hollsent da gentañ.

Embannet he doa Chile e vefe ar strizh-mor dezhi d'an 21 a viz Gwengolo 1843 ha miret he deus ar riegezh warnañ bete-vremañ. Diwar intrudu ar prezidant Manuel Bulnes (1799-1866) e oa bet kaset moraerien ha pesketaerien da ac'hubiñ al lec'h. Un drevadenn anvet Fort Bulnes a oa bet staliet goude-se. E 1848 e oa bet krouet ur porzh war riblenn ar strizh-mor, Punta Arenas e anv.

A-raok ma oa bet savet kanol Panamá e oa strizh-mor Magalhães an eil treizh implijetañ evit mont eus ur meurvor d'unan all goude aod ar C'hab Horn.

Un treizh diaes eo evit al listri hag ar verdeerien pa'z eus un hin griz ha p'eo strizh-kenañ.

  • sellet ivez

Sellet ivez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Other Languages
العربية: مضيق ماجلان
azərbaycanca: Magellan boğazı
башҡортса: Магеллан боғаҙы
Boarisch: Magellanstross
беларуская: Магеланаў праліў
беларуская (тарашкевіца)‎: Магеланавы праліў
Esperanto: Magelana markolo
עברית: מצר מגלן
Bahasa Indonesia: Selat Magelhaens
íslenska: Magellansund
한국어: 마젤란 해협
македонски: Магеланов Проток
Bahasa Melayu: Selat Magellan
Nederlands: Straat Magellaan
norsk nynorsk: Magellansundet
srpskohrvatski / српскохрватски: Magellanov tjesnac
Simple English: Strait of Magellan
slovenčina: Magalhaesov prieliv
slovenščina: Magellanov preliv
српски / srpski: Магеланов мореуз
татарча/tatarça: Магеллан бугазы
oʻzbekcha/ўзбекча: Magellan boʻgʻozi
Tiếng Việt: Eo biển Magellan