Republik ar Rif

Banniel Republik ar Rif
Tachennad Republik ar Rif

Republik ar Rif a voe embannet gant Abdelkrim e 1921 en hanternoz Maroko, e menezioù ar Rif, a badas betek 1926.


Istor

En 1921 e tolead Alhoceima, ec'h emsavas meuriad berber Ait Ouriaghel, renet gant Abdelkrim Al Khattabi , a-enep ar Spagnoled.
E penn an arme spagnol edo ar jeneral Manuel Fernández Silvestre, ha 18 000 soudard gantañ. D'an 21 a viz Gouhere 1921 e voe lazhet 17 000 anezhe en emgann Annual, ma en em lazhas ar jeneral.


Diskaret e voe ar republik d'ar 27 a viz Mae 1926 gant an armeoù spagnol ha gall goude dilestradeg wadek Alhucemas, ma voe implijet armoù kimiek gant ar Spagnoled a-enep ar bobl, hag evit se e voent skoazellet gant an armeoù alaman ha gall.

Other Languages
Deutsch: Rif-Republik
English: Rif Republic
Esperanto: Respubliko Rif
Bahasa Indonesia: Republik Rif
lietuvių: Rifo respublika
latviešu: Rīfa republika
Nederlands: Rif-Republiek
پنجابی: ریف جمہوریہ
português: República do Rife
svenska: Rifrepubliken
Türkçe: Rif Cumhuriyeti
oʻzbekcha/ўзбекча: Rif respublikasi