Republik ar Bananez

Palez ar prezidant en Haiti, unan eus ar broioù a zo bet anvet dre c'hoap Republik ar Bananez.
Banniel Republik ar bananez .
O. Henry, tad anv ar vro-hont, e 1904

Ur Republik ar bananez zo ur bomm-lavar hag a dalvez da ober anv eus ur vro a zo brein he gouarnamant.

Hervez an istor eo un anv a veze graet eus ur vro ma veze gounezet bananez, da lavarout eo broioù Kreizamerika hag ar Mor Karib.

Savet eo bet an droienn gant O. Henry, ur skrivagner stadunanat, pa rae anv eus Honduras en e levr Cabbages and Kings (1904). Div wech eo meneget el levr:

  • "In the constitution of this small, maritime banana republic was a forgotten section..."
  • "At that time we had a treaty with about every foreign country except Belgium and that banana republic, Anchuria."

Dont a ra eus galloud ar gompagnunezh stadunanat United Fruit Company, a arc'hante hag a rene war gouarnamantoù stadoù Kreizamerika evit SUA , dreist-holl e penn-kentañ an XXvet kantved. Mirout a reas ouzh rannañ an douar etre ar c'hounideien-douar, ha diskar gouarnamantoù a venne kemm stad reuzeudik ar beorien a laboure er bananezegi.

Other Languages
azərbaycanca: Banan respublikası
Ελληνικά: Μπανανία
Esperanto: Bananrespubliko
hrvatski: Banana-država
Bahasa Indonesia: Republik pisang
íslenska: Bananalýðveldi
македонски: Банана-држава
Nederlands: Bananenrepubliek
norsk nynorsk: Bananrepublikk
srpskohrvatski / српскохрватски: Banana republika
Simple English: Banana republic
slovenščina: Bananska republika
српски / srpski: Банана држава
svenska: Bananrepublik
Türkçe: Muz cumhuriyeti
татарча/tatarça: Банан республикасы
Tiếng Việt: Cộng hòa chuối