Prezegad

Er yezhoniezh e vez implijet an termen prezegad (saoz: predicate) hervez ar yezhadur hengounel evit komz eus unan eus div lodenn bennañ ur frazenn ha talvezout a ra da dezverkañ al lodenn bennañ all, da lâret eo ar rener.
Disheñvel un tamm eo ster ar ger 'prezegad war dachenn ar steroniezh.

Yezhadur

Hervez ar yezhadur hengounel e rank ar prezegad bezañ ur verb ennañ ouzhpenn elfennoù all mar bez ezhomm ur verb, hag a dalvez da renadennoù dezhañ, da skouer :

"Hi a zañs."
prezegad verbel eeun
"Yann a lennas al levr".
prezegad verbel kevrennek gant ur renadenn eeun
"Pêr a sellas ouzh ar skinwel".
prezegad verbel kevrennek gant ur renadenn araogennek

Kavout a reer ivez avat anvioù evel prezegad ar frazenn, ma reer "anvioù prezegad" anezhe. Ret eo e vefent staget ouzh ar rener dre ur verb-stagañ, da skouer :

"Nevenoe a oa Roue Breizh"
Other Languages
العربية: خبر (نحو)
asturianu: Predicáu
български: Сказуемо
català: Predicat
čeština: Přísudek
Ελληνικά: Κατηγορούμενο
eesti: Öeldis
贛語: 謂語
galego: Predicado
עברית: נשוא
hrvatski: Predikat
magyar: Állítmány
հայերեն: Ստորոգյալ
Bahasa Indonesia: Predikat
íslenska: Umsögn
italiano: Predicato
日本語: 述語
ქართული: შემასმენელი
қазақша: Баяндауыш
한국어: 서술어
Перем Коми: Висьтас
lietuvių: Tarinys
latviešu: Izteicējs
македонски: Прирок
norsk nynorsk: Predikat
norsk: Predikat
română: Predicat
русский: Сказуемое
Simple English: Predicate (grammar)
slovenčina: Prísudok
slovenščina: Povedek
српски / srpski: Предикат
svenska: Predikat
Tagalog: Panaguri
Türkçe: Yüklem
українська: Присудок
Tiếng Việt: Vị ngữ
中文: 謂語
粵語: 謂語