Pop Art

Ar Pop Art a zo ul luskad arzoù bet krouet e Bro-Saoz e-kreiz ar bloavezhioù 1950, diwar atiz Richard Hamilton hag Edouardo Paolozzi. Er bloavezhioù 1960 e teuas war wel ar Pop Art amerikan gant arzourien evel Andy Warhol, Roy Lichtenstein, Robert Rauschenberg pe Jasper Johns. A-drugarez d’an Amerikaned e vo brudet ar Pop Art er bed a-bezh. O fal a oa diskouez e oa deuet an oberennoù arz da vezañ ul lodenn eus ar gevredigezh beveziñ : marc’hadmat, berrbad, evel un dra a daoler kuit ur wech implijet.

Andy Warhol, 1962 Campbell Soup Cans
  • termenadur

Termenadur

A ger Pop Art (« popular art ») a zo bet implijet evit ar wech kentañ e 1955 gant Lawrence Alloway. Buruteller arzoù saoz e oa, ezel eus an Independent Group (ur strollad tud desket a laboure war perzh an teknologiezh er gevredigezh).

Diazezet eo luskad ar Pop Art war perzh a gevredigezh beveziñ, hag ar c’hemmoù a zeu da heul en hor buhez pemdez.

Diwar ar bennaenn-se e labouras an arzourien amerikan hag e fellas dezho lakaat war wel perzh ar bruderezh, ar magazinoù, ar bannoù-treset hag ar skinwel er bed a-vremañ.

Goude- se ez eas war ledanaat ar Pop Art : savouriezh, giz pe c’hoazh design pop a zo.

Degemeret mat e voe ar Pop Art dre ma’z eo eeun ha digor. Peurliesañ ec’h implije an arzourien teknikoù nevez : livaj akrilek, serigrafiezh. Peurliesañ e veze ivez livioù flamm ha distag diouzh re a vuhez wir. Andy Warhol a vez gwelet peurliesañ evel pab ar Pop Art. Unan eus perzhioù ar Pop Art eo ivez ar fed ec’h implije an arzourien teknikoù ha ne oant ket implijet e bed an arzoù, met kentoc’h e hini an industriezh. Ar Pop Art a gemmas ivez sell an dud war an arzoù, dreist-holl war dibarded an oberennoù. Andy Warhol a adtaolenne e re dizehan : kantadoù, pe miliadoù a skouerennoù a rae. Kemend-se a oa kontrol d’an mennozhioù stag ouzh an arz klasel : talvoudus eo un oberenn ma n’eus nemet ur skouerenn anezhi. Diazezet eo ivez ar Pop Art war skeudennoù ar vuhez pemdez : ar skeudennoù-se a weler adalek hor bugaleaj er skinwel, er c’hazetennoù, hag e verkont ac’hanomp, memes ma n’omp ket emskiant eus an dra-se. Kemend-se a ziskouez ivez ur c’hemm, rak seurt skeudennoù a veze disprizet gant ar re desket war an arzoù. Gant ar Pop Art e teuas Mickey Mouse, Marilyn Monroe pe c’hoazh Mick Jagger da vezañ perzh pennañ an oberennoù.

Other Languages
Alemannisch: Pop Art
العربية: فن البوب
asturianu: Arte pop
azərbaycanca: Pop-art
беларуская: Поп-арт
български: Попарт
bosanski: Pop art
català: Art popular
čeština: Pop-art
Cymraeg: Celf bop
dansk: Popkunst
Deutsch: Pop Art
Ελληνικά: Ποπ αρτ
English: Pop art
Esperanto: Poparto
español: Arte pop
eesti: Popkunst
euskara: Pop Artea
فارسی: هنر پاپ
suomi: Pop-taide
français: Pop art
Gaeilge: Pop-ealaín
Gàidhlig: Pop-ealain
galego: Arte pop
עברית: פופ ארט
hrvatski: Pop art
magyar: Pop-art
հայերեն: Փոփ արտ
italiano: Pop art
ქართული: პოპ-არტი
қазақша: Поп-арт
한국어: 팝 아트
Lëtzebuergesch: Pop-Art
lietuvių: Popartas
latviešu: Popārts
македонски: Поп-арт
Nederlands: Popart
norsk nynorsk: Popkunst
norsk: Popkunst
ਪੰਜਾਬੀ: ਪੌਪ ਕਲਾ
polski: Pop-art
پنجابی: پوپ آرٹ
português: Pop art
română: Pop art
русский: Поп-арт
русиньскый: Поп-арт
sicilianu: Pop art
srpskohrvatski / српскохрватски: Pop-art
Simple English: Pop art
slovenčina: Popart
српски / srpski: Поп-арт
Sranantongo: Pop art
Seeltersk: Pop Art
svenska: Popkonst
Türkçe: Pop sanatı
українська: Поп-арт
Tiếng Việt: Pop art
中文: 波普藝術
Bân-lâm-gú: Pop gē-su̍t