Oberiadur brezel Barbarossa

Oberiadur-brezel Barbarossa
Tamm eus Eil Brezel-bed Talbenn ar Reter
Plan diazez an oberiadur-brezel Barbarossa

Plan diazez an oberiadur-brezel Barbarossa
Deiziad:22 a viz Even 1941 - 5 a viz Kerzu 1941

(5 miz, 1 sizhun ha 6 devezh)

Lec'h:Europa ar Reter
Europa an Norzh
Disoc'h:Koll strategiel gant an Trede Reich da drec'hiñ an URSS primm en desped d'ar c'holloù soudard, materi ha douaroù ramzel gant an URSS
Emgannerien
An Ahel:
Flag of the German Reich (1935–1945).svg Trede Reich
Flag of Romania.svg Roumania
Flag of Italy (1861–1946).svg Italia
Flag of Hungary (1915-1918, 1919-1946).svg Hungaria
Flag of First Slovak Republic 1939-1945.svg Slovakia
Flag of Finland.svg Finland
Flag of Bulgaria.svg Bulgaria
Flag of the Soviet Union.svgURSS
Pennoù-brezel
Flag of the German Reich (1935–1945).svgAdolf Hitler
Flag of the German Reich (1935–1945).svg Walther von Brauchitsch
Flag of the German Reich (1935–1945).svg Franz Halder
Flag of the German Reich (1935–1945).svg Fedor von Bock
Flag of the German Reich (1935–1945).svg Wilhelm Ritter von Leeb
Flag of the German Reich (1935–1945).svg Gerd von Rundstedt
Flag of Finland.svg Gustaf Mannerheim
Flag of the Soviet Union.svg Jozef Stalin
Flag of the Soviet Union.svg Georgy Zhukov
Flag of the Soviet Union.svg Aleksandr Vasilyevskiy
Flag of the Soviet Union.svg Semyon Budyonny
Flag of the Soviet Union.svg Kliment Voroshilov
Flag of the Soviet Union.svg Semyon Timoshenko
Flag of the Soviet Union.svgMarkian Popov
Flag of the Soviet Union.svg Fyodor Kuznetsov
Flag of the Soviet Union.svgDmitry Pavlov
Flag of the Soviet Union.svg Ivan Tyulenev
Flag of the Soviet Union.svgMikhail Kirponos
Niver a emgannerien
Flag of the German Reich (1935–1945).svg 3,8 million soudard

3350 tank
2770 karr-nij

7200 pezh-kanol
Flag of the Soviet Union.svg 2,6–2,9 million soudard

11 000 tank

7133-9100 karrn-nij brezel
Tud lazhet
167647 marvet, 600584 den gloazet, 34 527 kollet566 852 den marvet en emgannioù, 235 339 marvet e-maez an emgannioù, 2 335 482 kollet, 1 336 147 gloazet dre an emgannioù pe maez anezho

Oberiadur-brezel Barbarossa (Alamaneg: Unternehmen Barbarossa) a oa un anv-kod, roet adal anv an impalaer Friedrich Iañ Barbarossa, evit aloubadeg an URSS gant Lu an Trede Reich hag e gevredidi e-pad an Eil Brezel-bed hag a voe krog d'an 22 a viz Even 1941 hag a echuas d'ar 5 a viz Kerzu 1941.

D'an 23 a viz Eost 1939, Alamagn an Trede Reich hag an URSS a sin ur feur-emglev enep-tagañ hag o ranañ etrezo reter Europa. Bamet ez eo ar vroioù europat. Koulskoude d'an 21 a viz Gouhere 1940, nebeut evit ur bloavezh war-lerc'h, Hitler a c'houlenn gant pennoù-bras al lu alaman da blediñ gant ur steuñv a-benn aloubiñ an unvaniezh Soviedel.

Fizius, Hitler a ro lañs d'an oberiadur brezel Barbarossa an 22 a viz Even 1941, ur bloavezh dres goude sinadur an arsav-brezel etre ar Frañs hag an Trede Reich. Digoret e voe neuze un talbenn er Reter, dont a raio da vezañ a-benn neuze an dachenn emgann veur war-zouar en Europa met ouzhpenn-se ur vammenn a-bouez da geñver trec'h pe koll ar brezel evit an Trede Reich. Emgannoù gwadusañ ha pouezusañ an Eil Brezel-bed war-zouar a vezo eno.

Feur-emglev Geneva na voe ket sentet gant an daou du tra ma vije evit ar brizonidi brezel pe da geñver an trevourien. Ur brezel holl ha brezel distruj a voe graet eno. Etre 1941 à 1945, 80 % eus kolloù soudard ar Wehrmacht a vezo war an talbenn rusian.

An oberiadur-brezel Barbarossa a zo bet an aloubadeg vrasañ en istor mab-den e-keñver an niver a soudarded emouestlet hag ar c'holloù-denel: Tostik-tost da 4 milion a soudarded eus an Ahel o deus taget an URSS. Ouzhpenn d'ar soudarded-se e oa bet implijet 600 000 karbed ha 600 000 marc'h.

Ar Wehrmacht a zo kalz kreñvoc'h e-penn kentañ an oberiadur brezel da geñver an niver a soudarded (Daou evit unan da nebeutañ) met ivez da geñver an dafar. Aozet ez eo kalz gwelloc'h, ar pennoù a zo arbennikaet hag ouzhpenn-se ez eo kalz uheloc'h e live strategiezh d'an nebeutañ betek emgann koursk emgann veur Gouhere 1943. Evel-just dre ma 'z eo an Alamaned o tagañ ar re gentañ e vez tu dezho implij ar souezadenn.

Ur soudard Alaman gant un MG34.

An dagadenn-se a zo ur c'hemm bras e-pad an Eil Brezel-bed, betek-en e oa diazezet a-grenn war tachenn Europa kornôg met adal ar frapad-se ez eio war-zu ar bed a-bezh.

Goude ar stroñs diazez, pa gomprenas ar soudarded hag an trevourien ne oa ket un dieubidigezh eus 20 vloaz a gomunouriezh hollveliek met un dalc'hidigezh gant un ideologiezh marvus all e grogas ul lañs brogarour rusian kreñv Staline a implijo al lañs-se evit saveteiñ e ren hag ar vro war ar memes tro.

En ur laoskel d'an « Untermenschen » (brezhoneg:is-tud) ar choaz nemetañ etre ar marv pe dont da vezañ sklaved, an naziegezh a voe mammenn e lañs ar brogarouriezh er vro hag er vroadelouriezh ar stalinouriezh. Ouzhpenn da-se obererezhioù gwadus hag euzhus an SS hag an Einsatzgruppen a lazhadegas ur milion a yuzevien hag ur milion all (da nebeutañ) a drevourien eus an URSS a roas ar c'hoant da drec'hiñ an Trede Reich d'ar bobloù ezel d'an URSS.

Evel e 1914 e-penn kentañ ar C'hentañ Brezel-bed, Alamagn a zo gant ar soñj trec'hiñ buan: steuñv an oberiadur brezel Barbarossa a istim ne vo ezhomm eus 4 miz nemetken a-benn risañ nerzhioù milourel soviedel. An oberiadur brezel a bado eus miz Even 1941 betek Genver-C'hwevrer 1942, pa voe talet an nerzhioù alaman e-pad Emgann Moskov. Echuet e voe gant an darvoud-se kentañ pazenn ar brezel war an talbenn rusian.

An oberiadur-brezel Barbarossa a oa diazezet war selloù ideologel Adolf Hitler embannet gant e levr Mein Kampf embannet e 1925. Ar palioù a oa lies:

  • Stourm a-enep ar gomunouriezh
  • Trevadenniñ tiriadoù bevañs (alamaneg: Lebensraum)
  • Stourm a-enep an is-ouennoù (« Untermenschen »)
An oberiadur-brezel Barbarossa a oa an diaz evit krouiñ ar Reich Meur Alaman (alamaneg: Großgermanisches Reich. Aloubiñ an tiriad, lonkañ ar boblañsoù gwelet evel Aryaned, lakaat da sklav pe lazhadegañ ar re all ha goude-se trevadenniñ gant trevadennourien Alaman a ouenn
Other Languages
беларуская: План Барбароса
беларуская (тарашкевіца)‎: Плян Барбароса
Bahasa Indonesia: Operasi Barbarossa
Кыргызча: «Барбаросса»
Bahasa Melayu: Operasi Barbarossa
norsk nynorsk: Operasjon Barbarossa
srpskohrvatski / српскохрватски: Operacija Barbarossa
Simple English: Operation Barbarossa
slovenščina: Operacija Barbarossa
татарча/tatarça: Barbarossa operatsiäse
oʻzbekcha/ўзбекча: Barbarossa rejasi