Moktezuma II

Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre . 

Moktezuma, anvet ivez Motecuhzoma Xocoyotzin (bet ganet war-dro 1466 – tremenet e 1520), a oa ur rener aztek ("huey tlatoani" Tenochtitlan), e penn ar gevredadenn aztek tridoubl eus war-dro 1502 – betek 1520. Anavezet eo bremañ evel rener an impalaeriezh aztek e deroù aloubadeg Mec'hiko gant ar Spagnoled.

Levezonet eo bet ar soñj hon eus dalc'het eus Moktezuma en istor gant e berzh evel rener ur vroad faezhet, ha kalz mamennoù a zeskriv anezhañ evel un den dizintrudu hag hep youl. Abalamour da rakvarnioù an dud o deus savet ar mammennoù istorel ez eo diaez gouzout hag eñ en doa kemeret divizoù mat e-pad an aloubadeg. Nevez zo, istorourien zo o deus skrivet e tiskoueze raktresoù niverus Moktezuma, war dachenn an disavouriezh, ar skiantoù, an armoù hag ar relijion, e oa ur rener kreñv hag oberiant. Patrom:Fact

Anv

Stumm orin e anv e Nahouatleg a veze distaget [motekʷˈsoːma]. Un anv kevrennek eo, savet diwar un anv a dalvez "Aotrou" hag ur verb a dalvez "Krizañ e dal gant ar fulor". Abalamour da se e troer e anv gant "Krizañ a ra e dal evel un aotrou," [1] "Eñ zo droug ennañ en un doare nobl," [2] pe "Eñ a ya droug ennañ e-unan." [3] Skrivet eo bet en un niver a zoareoù. Hiziv ez eo Moktezuma (pe Moctezuma) an hini paotañ.


Implij un niverenn zo nevez ha ne dalvez ken evit lakaat kemmm get ar Moktezuma kentañ, a vez graet Moktezuma Iañ anezhañ, rak daoust d'an hini kentañ da vezañ tad-kozh-ioù egile, ne veze ket anvet ar renerien abalamour ma oant eus ar memes tiegezh e bro an Azteked. Ar c'hronikoù aztek a ra Motecuhzoma Xocoyotzin anezhañ, endra ma veze graet Motecuhzoma Ilhuicamina pe Huehuemotecuhzoma ("Moctezuma kozh") eus an hini kentañ. Xocoyotzin, distaget [ʃokoˈjotsin], a dalvez "an hini yaouank enoret".

Other Languages
Afrikaans: Moctezuma II
العربية: مونتيزوما
Aymar aru: Moctezuma
беларуская: Мантэсума II
català: Moctezuma II
čeština: Montezuma II.
Deutsch: Moctezuma II.
Ελληνικά: Μοντεζούμα Β΄
English: Moctezuma II
Esperanto: Moktezumo la 2-a
français: Moctezuma II
galego: Moctezuma
hrvatski: Montezuma II.
Հայերեն: Մոնթեսումա II
Bahasa Indonesia: Montezuma II
italiano: Montezuma
ქართული: მონტესუმა II
Latina: Mutezuma II
lietuvių: Montesuma II
latviešu: Montesuma II
Malagasy: Moctezuma II
Bahasa Melayu: Moctezuma II
Nederlands: Motecuhzoma II
norsk nynorsk: Moctezuma II
polski: Montezuma II
português: Moctezuma II
русский: Монтесума II
sicilianu: Montezzuma
srpskohrvatski / српскохрватски: Montezuma II
Simple English: Moctezuma II
slovenčina: Moctezuma II.
slovenščina: Moctezuma Xocoyotzin
српски / srpski: Монтезума II
svenska: Moctezuma II
Türkçe: II. Montezuma
українська: Монтесума II
Tiếng Việt: Moctezuma II
Winaray: Moctezuma II