Menno Simons

Menno Simons, Minne Simens e frizeg, (149631 a viz Genver 1561) a oa ul levier relijiel advadezour a Vro-Friz. Diazezet e voe al luskad mennonat gant e ziskibled.

Menno Simons

E vuhez

Ganet oa bet Menno Simons e 1496 e Witmarsum e Bro-Friz. Dleout a rae e gerent bezañ labourerien-douar. Skoliataet e vefe bet en ur manati tost eus e di. Desket oa un tamm war Tadoù an Iliz ha gouzout a ouie gresianeg ha latin. Beleget e voe e 1524 en Utrecht. Anvet e voe da gure Pingjum e Friz.

Seblantout a ra bezañ bet levezonet gant mennozhioù an adreizherien gentañ a-zivout ar sakramantoù hag e lenn eus an Testamant Nevez war dro 1526. Adalek ar mare-se e krogas da diskouez douetañs a-zivout kelennadurezh an treuzsolwezadur. Daoust dezhañ chom en Iliz katolik e ouzer en em wele e-unan evel ur prezegenner avielour etre 1526 ha 1531. Anvet e voe person Witmarsum e 1531.

Pa grogas diskibled Melkior Hoffman (Melkioridi) da vadeziñ tud deuet war-dro 1530-1531 e voe prederiet Menno ha ne gavas diazez biblek ebet da vadeziant ar vugale. Daoust ma ne yeas ket davet ar velkioridi c'hoazh e c'heller merzout en e skridoù kentañ (An Dasorc'hidigezh Speredel , 1534) e tostae e vennozhioù ouzh o re.

E miz Ebrel 1535 kantadoù a advadezourien awenet gant ar c'heleier deuet eus kêr Münster a oa d'ar mare-se e dalc'h advadezourien zo, a gemeras manati Oldeklooster e Friz. Goude ur seziz berr e voent pe lazhet pe toull-bac'het. En em santout a reas Menno kiriek eus ar gwallreuz ha skrivañ a reas ur flemmskrid enep levierien Emsavadeg Münster anvet Torfed disakr Jan van Leyden. Daoust dehañ asantiñ ez eo ret en emzifenn e degouezhioù zo, e oa ur peoc'hgarour gredus. Sevel a reas enep raktres re Vünster da staliañ rouantelezh Doue dre ar c'hleze. Kemeret e voe Münster daou viz war lerc'h. Ne voe ket embannet ar flemmskrid eta.

E miz Genver 1536 e kuitaas Menno e gargoù en Iliz katolik evit leviañ an advadezourien war un hent nann-feuls. Badezet e voe d'ar mare-se moarvat.

Ur bloaz goude e voe urzhiet "henañ"gant al levier melkiorad Obbe Philips. Adalek ar c'houlz-se e voe klask warnañ bepred. Bevañ a reas e-pad ur mare e Groningen, e Köln, hag e-pad trizek bloavezh diwezhañ e vuhez er Schleswig-Holstein.

Mont a reas da Anaon e miz Genver 1561.

Other Languages
العربية: مينو سيمونز
asturianu: Menno Simons
català: Menno Simons
čeština: Menno Simons
Cymraeg: Menno Simons
Deutsch: Menno Simons
English: Menno Simons
Esperanto: Menno Simons
español: Menno Simons
français: Menno Simons
magyar: Menno Simons
Bahasa Indonesia: Menno Simons
italiano: Menno Simons
한국어: 메노 시몬스
Latina: Menno Simons
Malagasy: Menno Simons
Nederlands: Menno Simons
Deitsch: Menno Simons
português: Menno Simons
русский: Менно Симонс
svenska: Menno Simons
українська: Менно Сімонс