Mardec'hai

Pieter Lastman Trec'hlid Mardec'hai, 1624, Amsterdam

E Levr Ester an Tanac'h ez eo Mardec'hai (Mardoche e troidigezh Gwilh ar C'hoad), en hebraeg מֹרְדְּכַי (Mōrdĕkay) pe מֹרְדֳּכַי (Mōrdŏkay), e gresianeg Μαρδοχαῖος ) tad-mager Ester hag he deus kollet he zad hag he mamm. He zad Avihail a oa eontr da Vardec'hai. "[...] ; abaoe marv he zad hag he mamm e oa bet degemeret gant Mardec'hai evel ur verc'h dezhañ". [1]

Ur wech dastumet Ester e-touez ar merc'hed yaouank da vezañ inniget d'ar roue Ahashverosh a oa o klask ur rouanez goude bezañ skarzhet Vashti, e voe nec'het bras Mardec'hai. Lavaret en de doa Ester chom hep diskleriañ" he fobl nag he ganedigezh".

Dizoleiñ a ra un itrik savet gant daou eus spazhidi ar roue enep o mestr hag en lavarout a ra. Kastizet e voe an daou den. Dant a reas Haman, kentañ ministr ar roue da gaout kas ouzh Mardec'hai hag ar Yuzevien. Divizout a reas o heskinañ hag o diouennañ. Dont a ra Mordec'hai a-benn da zisplegañ an traoù da Ester a ya da zisplegañ anezho d'a roue. Goude un toullad darvoudoù e welas a roue e oa Haman un den fallakr. Kondaoniñ a reas anezhañ da vezañ krouget. Reiñ a ra e blas da Vardec'hai. Savet e voe ul lezenn nevez evit mad ar Yuzevien (Es 8). Krouiñ a reas Mardec'hai gouel ar Pourim ("pour" a dalv sord ha dre ar sord en doa Haman dibabet pegoulz kas da get ar Yuzevien) evit lidañ an darvoudoù-se. .

Daveoù

  1. Es2,7
Other Languages
Deutsch: Mordechai
English: Mordecai
español: Mardoqueo
فارسی: مردخای
suomi: Mordokai
français: Mardochée
Bahasa Indonesia: Mordekhai
italiano: Mardocheo
日本語: モルデカイ
한국어: 모르드개
Nederlands: Mordechai
norsk: Mordekai
polski: Mardocheusz
português: Mordecai
русский: Мардохей
srpskohrvatski / српскохрватски: Mordekaj
українська: Мордехай
اردو: مردکی
中文: 末底改