Mafia

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Ur mafia (pe maffia) zo un aozadur torfedourien, gant renerien guzh, hag a glask pinvidikaat dre sachañ arc'hant digant an dud, dre gaer pe aliesoc'h dre heg, dre spontañ an dud pe dre ober droug dezho pe d'o c'herent. Klask a ra pep mafia en em silañ er gevredigezh hag en ensavadurioù. Alies e lavarer « mafiosi » eus an izili ( « mafioso » en unander) diwar skouer an italianeg.

Unan eus obererezhioù ar mafia eo lavarout « gwareziñ » stalioù (ostalerioù da skouer) ha rediañ an dud da baeañ un tailh evit bezan gwarezet : ar re ne fell ket dezho paeañ a vez gourdrouzet, pe distrujet o madoù. Unan all eo klask ren war an ekonomiezh e-maez al lezenn : gwerzh an dramm, an armoù, kuzhat lastez dañjerus.

Ar mafia zo ivez un anv hollek roet da veur a aozadur bihan hag a glask, a-wechoù, brasaat diwar-goust ar re all.

Gerdarzh

Dont a ra an anv eus ar ger italianek mafiosi e-lec'h ma vefe kroget ar c'hentañ mafia, goude ma n'omp ket re sur eus pelec'h e vefe kroget nag eus pegoulz ez eo kroget.

Un nebeud martezeadennoù zo bet savet diwar-benn orin ar ger mafia.

Gallout a rafe an anv dont eus ar ger arabek Ma'fiya (معفية ) hag a dalv ne baeont ket a dailh. Met gallout a rafe dont eus ar sikilianeg ivez. Dont a rafe ar ger mafia eus maffi hag a zo un tamm eus sternaj ar marc'h. Eus maffi e teufe an anv-gwan maffiusu a dalvez un den gwisket mat.

Implijet vez ar ger mafia en ur mare pemdeziek nemet adalek 1863 gant ar pezh I mafiusi di la vicaria gant Giuseppe Rizzotto hag Gaetano Mosca. Goude ar pezh-se e vo implijet ar ger-se en un doare boutin abalamour d'ar berzh graet gant ar pezh. Er bloavezhioù 1860 e krog da vezañ implijet ar ger mafia gant an dud a renk uhel, da envel ur strollad tud gant doareoù fall.

Other Languages
العربية: مافيا
azərbaycanca: Mafiya
беларуская (тарашкевіца)‎: Мафія
български: Мафия
bosanski: Mafija
català: Màfia
čeština: Mafie
Cymraeg: Maffia
dansk: Mafia
Deutsch: Mafia
Ελληνικά: Μαφία
English: Mafia
Esperanto: Mafio
español: Mafia
eesti: Maffia
euskara: Mafia
فارسی: مافیا
suomi: Mafia
français: Mafia
Gaeilge: Maifia
עברית: מאפיה
हिन्दी: माफ़िया
hrvatski: Mafija
magyar: Maffia
Հայերեն: Մաֆիա
Bahasa Indonesia: Mafia
Ido: Mafio
italiano: Mafia
日本語: マフィア
ქართული: მაფია
қазақша: Мафия
한국어: 마피아
Latina: Mafia
lietuvių: Mafija
latviešu: Mafija
македонски: Мафија
മലയാളം: മാഫിയ
Bahasa Melayu: Mafia
Malti: Mafja
Napulitano: Mafia
Nederlands: Maffia
norsk: Mafia
occitan: Màfia
polski: Mafia
português: Máfia
română: Mafie
русский: Мафия
sicilianu: Mafia
Scots: Mafia
srpskohrvatski / српскохрватски: Mafija
Simple English: Mafia
slovenčina: Mafia
slovenščina: Mafija
shqip: Mafia
српски / srpski: Мафија
svenska: Maffia
тоҷикӣ: Мафия
Tagalog: Mafia
Türkçe: Mafya
українська: Мафія
اردو: مافیا
oʻzbekcha/ўзбекча: Mafiya
vèneto: Mafia
vepsän kel’: Mafii
Tiếng Việt: Mafia
Winaray: Mafia
ייִדיש: מאפיא
中文: 黑手党
粵語: 黑手黨