Lotar Iañ

Lotar Iañ

Lotar Iañ (795 - † 29 a viz Gwengolo 855), a oa mab d'an impalaer Loeiz an Deol, ha breur da Garl Voal, a voe impalaer ar C'hornôg adal 840 betek 855.

Dimeziñ a eure da Ermengarde Teurgn, merc'h da Huon Elzas, kont Teurgn, ha tri mab o doe.

Istor

E 814 e voe roet dugelezh Bavaria dezhañ gant e dad Loeiz an Deol. E 817 e voe embannet an « Ordinatio imperii » gant Loeiz, diskleriet enni e oa Lotar ar pennhêr.

Bec'h a savas pa intañvas Loeiz. Addimeziñ a reas da Judit a c'hanas ur mab, Karl, a vo anvet Karl Voal. Adalek neuze e reas he seizh gwellañ da glask lakaat he mab da impalaer.

Kaset e voe Lotar da Italia, ma kemeras kurunenn roue al Lombarded e 820 ha diazezañ e lez e Pavia. D'ar 5 a viz Ebrel 823 e voe sakret kenimpalaer e Roma gant ar pab Paskal Iañ.

Pa fellas da Loeiz kemm an divizoù diwar-benn an impalaeriezh da reiñ e lod da Garl e trenkas ar soubenn hag en em savas Lotar a-enep e dad. Emglev a reas gant e zaou vreur, Loeiz ar German ha Pepin Iañ Akitania, ha distroadet e voe Loeiz gante dre ziv wech, e 830 hag e 833, met dre ziv wech e rankas reiñ ar gurunenn en-dro d'e dad.

E 838 e varvas e vreur Pepin.
Daou vloaz goude, e 840, e varvas Loeiz an Deol hag e chomas Lotar e-unan evel impalaer. Nemet neuze ne fellas ket d'e zaou vreur, Loeiz ar German ha Karl, e anavezout evel impalaer ken. Klask a reas Lotar aloubiñ o rouantelezhioù, met diaes e oa faezhañ an daou vreur unanet , hag e miz Mezheven 841 e voent trec'h warnañ e Fontenay-en-Puisaye, nepell diouzh Auxerre.
D'ar 14 a viz C'hwevrer 842 e voe embannet gant an daou drec'hour leoù Strasbourg a greñvae o emglev.
Er bloaz war-lerc'h e rankas Lotar sinañ feuremglev Verdun, a laoske gantañ ar gurunenn a impalaer, hag un hir a zomani , eus Mor an Hanternoz betek kreisteiz Roma.

Other Languages
Afrikaans: Lotarius I
العربية: لوثر الأول
asturianu: Llotariu I
беларуская: Лотар I
беларуская (тарашкевіца)‎: Лётар I
български: Лотар I
català: Lotari I
Cymraeg: Lothair I
Ελληνικά: Λοθάριος Α΄
English: Lothair I
español: Lotario I
euskara: Lotario I.a
فارسی: لوتار یکم
suomi: Lothar I
français: Lothaire Ier
Gaeilge: Lothair I
galego: Lotario I
Հայերեն: Լոթար I
Bahasa Indonesia: Lothair I
italiano: Lotario I
日本語: ロタール1世
ქართული: ლოთარ I
Lëtzebuergesch: Lothaire I.
Malagasy: Lothair I
Nederlands: Lotharius I
polski: Lotar I
português: Lotário I
русский: Лотарь I
Scots: Lothair I
srpskohrvatski / српскохрватски: Lotar I, car Svetog Rimskog Carstva
slovenščina: Lotar I. Karolinški
српски / srpski: Лотар I
svenska: Lothar I
українська: Лотар I
West-Vlams: Lotharius I