Litr
English: Litre

Al litr zo un unanenn volum. Daou simbol ofisiel a zo : al lizherenn l vihan hag al lizherenn L vras. N'eo ket al litr un unanenn eus ar sistem etrebroadel (SI), met degemeret e vez implij anezhañ gant an SI. Ar metr kub (m³) eo unanenn volum an SI.

Termenadurioù ha kevatal

Al litr a zo termenet abaoe 1964 evel un anv ispisial evit an desimetr kub (1 L = 1 dm³).

  • 1 L = 1000 cm³ (rik)
  • 1000 L = 1 m³ (rik)

Rakgerioù ar sistem etrebroadel staget ouzh al litr

Gallout a reer implij al litr gant rakgerioù ar sistem etrebroadel. Ne vez ket graet alies gant al lieskementoù (ar metr kub m³ a vez implijet neuze), war-bouez an hektolitr (hL pe a-wezhioù hl) a vez graet gantañ war dachenn ar gounezvouederezh. Ranngementoù implijet alies : an desilitr (dL, pe dl a wezhioù), ar santilitr (cL, pe cl a-wezhioù) hag ar mililitr (mL, pe ml a-wezhioù), ral a wezh ar mikrolitr (µL pe µl).

LieskementAnvSimboloùRanngementAnvSimboloù
100litrlL    
101dekalitrdaldaL10-1desilitrdldL
102hektolitrhlhL10-2santilitrclcL
103kilolitrklkL10-3mililitrmlmL
106megalitrMlML10-6mikrolitrµlµL
109gigalitrGlGL10-9nanolitrnlnL
1012teralitrTlTL10-12pikolitrplpL
1015petalitrPlPL10-15femtolitrflfL
10-18atolitralaL

Orin an anv

Deveret eo an anv litr eus un unanenn c'hall koshoc'h, al litron (0,831018 litr) a zeu e anv eus an henc'hresianeg litra, pouez 12 oñs, dre al latin.

Kevatalderioù gant unanennoù metrek boas all

  • 1 µL (mikrolitr) = 1 mm³ (milimetr kub)
  • 1 mL (mililitr) = 1 cm³ (santimetr kub)

Troidigezhioù

Ul litr

≈ 0,87987699 kard impalaerel
Inverse: ur c'hard impalaerel ≈ 1,1365225 litr
≈ 1,056688 kard dourennek SUA
En tu gin : Ur c'hard dourennek SUA ≈ 0,946352946 litr
≈ 0,0353146667 troatad kub saoz
Inverse: Un troatad kub saoz ≈ 28,316846592 litr

Ur mililitr

≈ 0,03519507972785404600 oñs dourennek impalaerel
En tu gin : Un oñs dourennek impalaerel ≈ 28,4130625 mL
≈ 0,0338140227018429971686 oñs dourennek SUA
En tu gin : Un oñs dourennek SUA ≈ 29,5735295625 mL
≈ 0,0000353146667 troatad kub saoz
En tu gin : un troatad kub saoz ≈ 28 316,846592 mL

Displegadurioù

Peurvuiañ e vez graet gant al litroù evit an traoù muzuliet gant endalc'h pe ment o endalc'her (ar fluidennoù da skouer), tra ma vez graet peurvuiañ gant ar metroù kub (hag an unanennoù deveret) evit an traoù muzuliet gant o mentoù pe o dibasadenn. Graet e vez stank gant al litr ivez e muzulioù jedet, evel an douester (kg/L), evit keñveriañ aes gant douester an dour.

Ul litrad dour a bouez war-dro ur c'hilogram. Er memes doare : 1 mL dour a bouez war-dro 1 g ; 1000 litrad dour a bouez war-dro 1000 kg (1 [[tonenn (mas)|donenn). Eus istor an unanenn e teu a ra al liammadenn-se met abaoe 1964 n'emañ ket mui e-barzh an termenadur.

Simbol

Er penn kentañ e oa l (lizherenn l vihan) simbol nemetañ al litr, da heul kenemglev ar sistem etrebroadel ne ra ket gant lizherennoù bras nemet evit ar simboloù a zo ur berradur eus anvioù tud.

E meur a vro saoznek e vez skrivet ar sifr 1 gant an dorn e-giz ur varrenn sonn hep an eil varrennig a-veskell a vez ouzhpennet e kalz a vroioù all. Abalamour da se e c'heller kemmeskañ ar sifr 1 gant al lizherenn l. War skriverezioù 'zo, dreist-holl ar re goshañ, e veze ret ober an douchenn l (lizherenn) evit skriverezañ ar sifr 1. Ouzhpenn se ez eo heñvel-poch an div arouezenn e keneliadoù arouezennoù 'zo. Dre se e voe lakaet diaes tud 'zo, peurgetket e kumuniezh ar medisinerezh. Setu e voe degemeret L (lizherenn L vras) e-giz simbol all evit al litr e 1979.

A-raok 1979 e teuas implij al lizherenn-red vihan (U+2113) da vezañ stank e broioù 'zo ; da skouer e voe erbedet gant Burev Suafrika ar Standardoù er bloavezhioù 1970. Gwelet e vez c'hoazh e broioù 'zo met n'eo ket anavet ent-ofisiel gant ar BIPM.

Istor

E 1793 e voe degaset al litr e Frañs e-giz unan eus ar "muzulioù republikan" nevez, ha termenet evel un desimetr kub.

E 1879 e voe demeret termenadur al litr hag ar simbol l (lizherenn l vihan) gant Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù (CIPM).

E 1901, da geñver an 3de CGPM, e voe adtermenet al litr evel ar volum ac'hubet gant 1 kg dour pur da demperadur e zouester brasañ (3,98 °C) dindan ur gwask a 1 atm. Gant se e voe kevatal al litr gant war-dro 1,000 028 dm³.

E 1964, da geñver an 12vet Dave NIST (e saozneg)

E 1979 e voe degemeret ar simbol all ouzhpenn L (lizherenn L vras) gant ar 16vet CGPM. Lavaret e voe ivez e vefe gwelloc'h mirout unan hepken eus an daou simbol-se en amzer da zont, met e 1990 e voe lavaret e oa ret abred c'hoazh evit ober an dra-se.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Other Languages
Afrikaans: Liter
Alemannisch: Liter
aragonés: Litro
العربية: لتر
مصرى: ليتر
অসমীয়া: লিটাৰ
asturianu: Llitru
azərbaycanca: Litr
تۆرکجه: لیتر
башҡортса: Литр
žemaitėška: Lėtros
беларуская: Літр
беларуская (тарашкевіца)‎: Літар
български: Литър
বাংলা: লিটার
བོད་ཡིག: སྤྱི་ཧྲན།
bosanski: Litar
català: Litre
کوردی: لیتر
čeština: Litr
Чӑвашла: Литр
Cymraeg: Litr
dansk: Liter
Deutsch: Liter
Ελληνικά: Λίτρο
English: Litre
Esperanto: Litro
español: Litro
eesti: Liiter
euskara: Litro
فارسی: لیتر
suomi: Litra
français: Litre
Nordfriisk: Liter
furlan: Litri
Frysk: Liter
Gaeilge: Lítear
贛語: 公升
galego: Litro
客家語/Hak-kâ-ngî: Kûng-sṳ̂n
עברית: ליטר
हिन्दी: लीटर
hrvatski: Litra
magyar: Liter
հայերեն: Լիտր
interlingua: Litro
Bahasa Indonesia: Liter
Ilokano: Litro
Ido: Litro
íslenska: Lítri
italiano: Litro
日本語: リットル
Patois: Liita
Jawa: Liter
ქართული: ლიტრი
қазақша: Литр
ಕನ್ನಡ: ಲೀಟರ್
한국어: 리터
къарачай-малкъар: Литр
kurdî: Lîtir
Кыргызча: Литр
Latina: Litrum
Lëtzebuergesch: Liter
лезги: Литр
Limburgs: Liter
Ligure: Litro
lumbaart: Lìter
lietuvių: Litras
latviešu: Litrs
македонски: Литар
മലയാളം: ലിറ്റർ
монгол: Литр
मराठी: लीटर
Bahasa Melayu: Liter
မြန်မာဘာသာ: လီတာ
नेपाल भाषा: लितर
Nederlands: Liter
norsk nynorsk: Liter
norsk: Liter
occitan: Litre
ਪੰਜਾਬੀ: ਲੀਟਰ
polski: Litr
پنجابی: لٹر
português: Litro
română: Litru
tarandíne: Litre
русский: Литр
русиньскый: Литер
саха тыла: Лиитэрэ
sardu: Litru
sicilianu: Litru
Scots: Litre
srpskohrvatski / српскохрватски: Litar
Simple English: Litre
slovenčina: Liter
slovenščina: Liter
Soomaaliga: Litir
shqip: Litri
српски / srpski: Литар
Sunda: Léter
svenska: Liter
Kiswahili: Lita
தமிழ்: லிட்டர்
తెలుగు: లీటరు
ไทย: ลิตร
Tagalog: Litro
Türkçe: Litre
Xitsonga: Litara
українська: Літр
اردو: لٹر
oʻzbekcha/ўзбекча: Litr
vèneto: Litro
Tiếng Việt: Lít
walon: Lite
Winaray: Litro
吴语:
ייִדיש: ליטער
中文: 公升
Bân-lâm-gú: Li̍p
粵語: 公升