Leda hag an alarc'h (Leonardo da Vinci)

Leda hag an alarc'h (Wilton)
Leda and the Swan 1505-1510.jpg
Cesare da Sesto, 1505-1510
eoullivadur war lien
96,5 × 73,7 cm
Wilton House
Salisbury
Bro-Saoz

Leda hag an alarc'h zo un daolenn gant Leonardo da Vinci hag a zo aet da goll, nemet anavezet eo dre ar studiennoù graet gantañ, tresadennoù diwar e zorn, hag an eillivadurioù zo bet graet gant e ziskibien evel Cesare da Sesto.

Ar vojenn

Leda, merc'h roue Etolia ha pried Tindareos, roue Sparta en harlu. Karet eo gant Zeus a deu d'ober e lez dezhi e korf un alarc'h. Diwar e garantez ez eus ganet daou vugel: Elena ha Polideükes, ganet en ur vi, tra ma'z eo ganet Kastor ha Klitemnestra en ur vi all. [1].