Kumuniezhioù emren Spagn

Seitek kumuniezh emren zo er Stad spagnol abaoe 1978, krouet goude ma oa bet diskaret diktatouriezh Franco ha sinet Bonreizh ar Rouantelezh parlamantel nevez. Un elfenn diazez eus sistem melestradurel ar Stad unvan digreizennet eo ar C'humuniezhioù emren. Pep a barlamant hag a c'houarnamant zo dezho, emren diouzh ar Stad evit a sell ouzh ar galloud resis bet roet da bep hini anezhe gant ar Stad, hogen disheñvel o emrenerezh hag o galloud hervez statud pep kumuniezh.

Difennet groñs eo gant Mellad 145 Bonreizh Spagn en em strollfe meur a Gumuniezh en un doare kevreadel.

Other Languages
беларуская (тарашкевіца)‎: Аўтаномныя супольнасьці Гішпаніі
srpskohrvatski / српскохрватски: Španske autonomne pokrajine
oʻzbekcha/ўзбекча: Ispaniya avtonomiyalari
West-Vlams: Regio (Spanje)
Bân-lâm-gú: Chū-tī siā-lí