Krieg

Krieg (anavezet ivez evel Cree-Montagnais, Cree-Montagnais-Naskapi) eo an anv a roer d'un toullad yezhoù algonkek heñvel-poch an eil ouzh eben ha komzet gant un 50 000 den bennak, eus ar bobl kri (Cree e saozneg) e Kanada, en un takad o vont eus Alberta betek Labrador. Lod a gont 117 000 a dud en holl e Kanada, ar pezh a laka ar yezh e renk kentañ ar yezhoù amerindian e Kanada.

An izoglos pennañ implijet evit isrannañ ar yezh (pe yezhoù) kriek a denn d'an doare ma tiorroas /l/ ar c'hent-algonkeg, e sav rannyezhoù y, th, n, l diwarnañ.

Takadoù rannyezhel ar c'hreek

Nav rannyezh pennañ zo (o vont a gornôg da reter) :

  • Krieg ar c'hompezennoù (rannyezh y)
  • Krieg ar c'hoadeier (saozneg "Woods Cree" (rannyezh th)
  • Krieg ar gwernioù (saozneg "Swampy Cree") (rannyezh n)
  • Krieg ar c'hornôg pe krieg ar c'hirvi-dour' (saozneg "Moose Cree") (rannyezh l)
  • Krieg ar gevred (saozneg "James Bay Cree") (rannyezh y, a-wechoù anvet Kreeg ar Reter)
  • Atikamekweg (rannyezh r)
  • Montagneg (saozneg "Montagnais") (rannyezh l)
  • Krieg ar biz (rannyezh rannyezh l, a-wechoù anvet Montagneg ar C'hornôg)
  • Naskapieg (rannyezh y)

Meur a c'her a orin kriek a gaver ivez el luc'haj tchinouk, ur yezh-kenwerzh bet krouet evit an darempredoù gant Europiz.

Ur yezh liessintentezel eo ar c'hrieg, a c'hell sevel gerioù hir-spontus, evel kiskinohamatowkamikw, "skol", da lavaret eo al "lec'h ma vez lakaet da c'houzout an eil d'egile".

Implijet e vez silabenneg ar c'hrieg evit skrivañ ar c'hrieg dre vras, nemet e reter Kebek ha Labrador.

Kaozet e vez ivez un doare yezh kemmesk etre ar c'hrieg hag ar galleg anvet michifeg, a vez komzet ivez e Kanada.

Unan eus seizh yezh ofisiel Tiriadoù ar Gwalarn eo ar c'hrieg, met n'en deus ket ar memes statud e pep lec'h e Kanada ma vez komzet.

  • Wikipedia e Krieg[1]
  • liammoù diavaez
Other Languages
العربية: لغة كري
asturianu: Idioma cree
تۆرکجه: کری دیلی
Boarisch: Kri-Sproch
беларуская: Кры (мова)
Nēhiyawēwin / ᓀᐦᐃᔭᐍᐏᐣ: ᐃᔨᔨᐤ ᐊᔨᒧᐎᓐ'
čeština: Kríjština
English: Cree language
Esperanto: Kria lingvo
español: Idioma cree
فارسی: زبان کری
suomi: Cree
français: Cri (langue)
galego: Lingua cree
Gaelg: Creeish
עברית: קרי (שפה)
Fiji Hindi: Cree language
hrvatski: Cree jezik
Bahasa Indonesia: Bahasa Cree
íslenska: Cree
italiano: Lingua cree
日本語: クリー語
한국어: 크리어
коми: Кри (кыв)
Lingua Franca Nova: Cri (lingua)
lietuvių: Kri kalba
latviešu: Krī valoda
Nederlands: Cree (taal)
norsk: Cree
occitan: Cree (lenga)
polski: Język kri
português: Língua cree
Runa Simi: Kri simi
русский: Кри (языки)
Simple English: Cree language
svenska: Cree (språk)
தமிழ்: கிறீ மொழி
Tagalog: Wikang Cree
Türkçe: Krice
українська: Крі (мова)
Tiếng Việt: Tiếng Cree
中文: 克里语