Kim Stanley Robinson

WP-TranslationProject TwoFlags.svg
Info icon 001.svg O treiñ ar pennad-mañ emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.


Kim Stanley Robinson (ganet d'an 23 a viz Meurzh 1952 en Illinois) a zo ur skrivagner amerikan romantoù hag istorioù berr skiant-faltazi. Brudet eo dreist-holl evit e drilogiezh war Meurzh hag he douarfurmadur: Red Mars, Green Mars ha Blue Mars.

Adalek ar penn-kentañ en deus graet berzh e skridoù, kement a berzh ar skrid-burutellerien hag a berzh al lennerien. Hag evit kalz tud ez eo eñ hiziv an deiz unan eus ar gwellañ skrivagnerien skiant-faltazi pe zoken lennegezh.

E oberennoù a zo enno dalc'hmat temoù ekologel ha sokiologel. E romantoù a zo alies disoc'h bloavezhioù a enklask, evel e drilogiezh war Meurzh a zo bet skrivet war lerc'h 15 bloaz enklask.

Buhez

Kim Stanley Robinson e 63de World Science Fiction Convention e Glasgow, Eost 2005

Kim Stanley Robinson a zo bet ganet e Waukegan, Illinois. Studiet en deus e Kalifornia. E 1974 e tap un aotreegezh (B.A.) war al lennegezh (Skol-Veur Kalifornia, San Diego). E 1975 e ya ur mestroniezh (M.A.) gantañ e Skol-Veur Boston. E 1982 e difenn un dezenn (Ph.D.)war ar saozneg e Skol-Veur Kalifornia (San Diego). E goun-skrid, war Romantoù Philip K. Dick, a zo bet embannet e 1984.

Plijout a ra kalz da Robinson skrapat gant ar menezioù, ar pezh 'n eus ur pouez bras-tre e holl e levrioù (da skouer e trilogiezh Meurzh, e Antarctica hag e Forty Signs of Rain), e lec'h vez kavet atav ur benn-dudenn o kaout an hevelep trivliad.

E 1982 e timezas Lisa Howland Nowell, ur gimiourez arbennikaet war an endro. Daou mab o deus. Robinson 'n eus bevet e Kalifornia, Washington DC ha Bro Suis (e-pad ar bloavezhioù 1980). O bevañ e Davis, Kalifornia, emañ bremañ.

Other Languages