Kengevread alaman

Kartenn eus stadoù ar C'hengevread alaman, 1815-1866

Ar C'hengevread alaman (Deutscher Bund en alamaneg) a oa ur c'hevread laosk a stadoù hag a gêrioù alaman, savet e 1815, e Kendalc'h Vienna, e-lec'h an Impalaeriezh Santel Roman.Hervez an akta diazezañ e oa pal ar c'hengevread nevez-se "difenn surentez diavaez ha diabarzh Alamagn ha dizalc'hted hag anterinded ar stadoù alaman" (mellad 2)

35 stad ha 4 c'hêr zieub a oa en aozadur nevez. Stadoù bras, etre ha bihan a oa :Arc'hdugelezh Aostria, Rouantelezh Prusia, Rouantelezh Bavaria, Rouantelezh Saks, Rouantelezh Hannover,Rouantelezh Württemberg, Dugelezh-veur Baden ha stadoù bihanoc'h evel Holstein, dugelezh-veur Luksembourg, Mecklenburg-Schwerin, Sachsen-Weimar-Eisenach, Mecklenburg-Strelitz, Liechtenstein, Lippe-Detmold... E 1820 e voe ouzhpennet Hesse-Homburg, Lübeck, Frankfurt, Bremen ha Hamburg.

Padout a reas ar C'hengevread alaman betek ar Brezel etre Prus hag Aostria, e 1866. Er bloavezh war-lerc'h, e 1867, e voe diazezet Kengevread Hanternoz Alamagn, renet gant Prus. Kement-se e voe ar bazenn gentañ war-zu an Impalaeriezh alaman hag a voe savet e 1871.

Other Languages
Afrikaans: Duitse Bond
azərbaycanca: Almaniya ittifaqı
беларуская: Германскі саюз
български: Германски съюз
čeština: Německý spolek
eesti: Saksa Liit
hrvatski: Njemački Savez
Bahasa Indonesia: Konfederasi Jerman
日本語: ドイツ連邦
한국어: 독일 연방
Кыргызча: Герман союзу
Lëtzebuergesch: Däitsche Bond
latviešu: Vācu Savienība
Bahasa Melayu: Gabungan Jerman
Nederlands: Duitse Bond
norsk nynorsk: Det tyske forbundet
srpskohrvatski / српскохрватски: Nemački savez
Simple English: German Confederation
slovenčina: Nemecký spolok
slovenščina: Nemška zveza
українська: Німецький союз
Tiếng Việt: Liên bang Đức
Bân-lâm-gú: Tek-ì-chì Pang-liân