Kan Etrebroadel al Labourerien

Nuvola apps kworldclock.svg Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Ton an Internationale

Kan Etrebroadel al Labourerien, pe Kanaouenn etrevroadel al labourerion, anavezet ivez evel Kan an Dispac'h( Daveoù a vank), a zo ur ganaouenn anavezet evel an Internationale e galleg, savet gant Eugène Pottier e 1871.

Meur a stumm brezhonek zo anavezet, pemp anezho d'an nebeutañ [1] Unan zo bet savet gant Charlez Rolland [2] hag embannet gant Camille Le Mercier d'Erm e-barzh La Bretagne libertaire, e 1921, unan all gant Marcel Hamon [3], kannad komunour goude an Eil Brezel-bed. Setu amañ unan all c'hoazh [4] :

War sav ! Va breudeur, ret eo sevel

Ar paour 'zo o tuiñ gant an naon

Ar skiant a lâr a vouezh uhel

'N em gannañ start, skeiñ hep tamm aon !

Skuizh omp aet, re bell omp bet deñved ,

Mevelien gaezh, war sav, war sav !

Ur bed all gwelloc'h a vo savet

Lec'h ma vimp mestr hep bezañ sklav.

Sed an emgann diwezhañ

Holl war sav ha warc'hoazh

E kerzho unanet

Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Mestr bras ebet ne c'hell hor sikour

Na doue na priñs nag un all !

Yann Gouer, pesketaer ha micherour

Deuit war hol lerc'h da reiñ ar brall

Laeron vras, c'hwi 'vo lakaet izel,

Ni 'zesko d'an dud gwelout sklaer

Ha breman c'hwezhet tan hor c'hovel

War'n houarn tomm 'vo lopet taer.

Sed an emgann diwezhañ

Holl war sav ha warc'hoazh

E kerzho unanet

Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Ar stad hor gwask, al lezenn ivez

'N em wadañ 'rankomp 'vit netra

Hor poan daoust da betra e talvez ?

Da vevañ tud gant hon peadra !

Paromp holl, frankiz'zo da bep den

Ha ni 'vez mac'het gwashoc'h-gwazh

Mar karomp 'vint ket mestr da viken

Deut eo ar c'houlz cheñch penn d'ar vazh!

Sed an emgann diwezhañ

Holl war sav ha warc'hoazh

E kerzho unanet

Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Film

En ur film eus 1938, graet gant Marcel Cachin, penn bras eus ar PCF, e weler tud o kanañ Sed an emgann diwezhañ e pont-an Abad [5]

Other Languages
العربية: نشيد الأممية
asturianu: La Internacional
български: Интернационалът
Ελληνικά: Η Διεθνής
français: L'Internationale
客家語/Hak-kâ-ngî: Koet-chi-kô
Bahasa Indonesia: Internasionale
latviešu: Internacionāle
македонски: Интернационала
кырык мары: Интернационал
Bahasa Melayu: Internationale
norsk nynorsk: Internasjonalen
português: A Internacional
română: Internaționala
davvisámegiella: Internationala
srpskohrvatski / српскохрватски: Internacionala (himna)
Simple English: The Internationale
slovenščina: Internacionala
српски / srpski: Интернационала
Türkçe: Enternasyonal
татарча/tatarça: Интернационал (гимн)
Tiếng Việt: Quốc tế ca
Vahcuengh: Fwen Lajbiengz
中文: 国际歌
文言: 國際歌
Bân-lâm-gú: Kok-chè-koa
粵語: 國際歌