Heavy metal

Judas Priest, e 2005

An Heavy metal (alies berraet dre an anv metal) zo un doare rock en deus emdroet e dibenn ar bloavezhioù 1960 ha derou ar bloavezioù 1970, e Bro-Saoz hag er Stadoù-Unanet pergen. Gwriziennet er blues-rock er rock bredanadel, ar strolladoù a grouas an heavy metal a ziorroas ur son pounner ha tev, a naoue dre distortion amplaet kenan, soloioù gitar padusoc'h, taboulinoù lakaet en araok, ar pezh a roe un hollad trouzus-bras. Pozioù hag abadennoù an Heavy metal a zo dre-vras kenstaget gant ar gourelezh hag an tourc'heta.

Ar strolladoù heavy metal kentañ, peurgetket Led Zeppelin, Black Sabbath ha Deep Purple, a dennas bandennedoù ledan a arvesterion, daoust ma oant burutellet start, ur blegenn boutin en doare-sonerezh-mañ. E kreiz ar bloavezhioù 70, Judas Priest a lakas an doare da emdreiñ dre lemel e levezonoù blues ; Motörhead a silas levezonoù punk rock hag a greskas tizh o sonerezh. Strolladoù ar wagenn Nevez a Heavy Metal Breizhveurek, evel Iron Maiden, a heulias un hent heñvel. A-raok dibenn an dekvloaziad en doa an Heavy Metal tennet ur moriad a faned anvet evel "metalheadoù" pe "headbangers".

Er bloavezioù 1980, e teuas ar glam metal da vout un nerzh kenwerzhel pennañ, gant strolladoù e-giz Mötley Crüe pergen. Al leurennoù underground a broduas doareoù eizhoc'h hag argadusoc'h : an thrash metal a zeuas da vout brudet gant strolladoù evel Metallica pa chomas doareoù all, an death metal pe ar black metal da skouer, en anadennoù a 'n underground. Abaoe kreiz ar bloavezioù 1990, doareoù e-giz an nevez metal, levezonet gant doareoù all e-giz ar funk, ar rap pe raloc'h, ar reggae hag ar metalcore, meskaj a vetal eizhañ gant punk hardcore, o deus astennet termenadurezh an doare-mañ

Arouezenn

An Heavy Metal a zo peurvuiañ arouezet gant sonioù gitar disgwiet, a gant ritmoù youlek, sonioù gitar boud ha batri, hag ur c'han nerzhus. Is-doaroù ar metal a pouezh muioc'h pe nebeutoc'h war ar poentoù-se. Ar strolladoù "skouer" a zo savet gant ur soner tamboulinoù, ur soner gitar boud, ur soner gitar, hag ur c'haner, a zo bet get ur benveger. An touchennaouegoù a zo a-wechoù implijet evit kreñvat leuniadur ar son. [1]

Other Languages
Afrikaans: Heavy metal
Alemannisch: Heavy Metal
aragonés: Heavy metal
asturianu: Heavy metal
azərbaycanca: Metal musiqi
Boarisch: Metal
žemaitėška: Metala mozėka
беларуская: Метал (музыка)
беларуская (тарашкевіца)‎: Мэтал (музыка)
български: Хеви метъл
bosanski: Heavy metal
català: Heavy metal
čeština: Heavy metal
Deutsch: Metal
Ελληνικά: Heavy metal
emiliàn e rumagnòl: Heavy metal
Esperanto: Metalroko
español: Heavy metal
euskara: Heavy metal
estremeñu: Heavy Metal
føroyskt: Heavy Metal
français: Heavy metal
furlan: Heavy metal
Gàidhlig: Meatailt throm
galego: Heavy metal
עברית: הבי מטאל
hrvatski: Heavy metal
magyar: Heavy metal
հայերեն: Մետալ
interlingua: Metal
Bahasa Indonesia: Heavy metal
íslenska: Þungarokk
italiano: Heavy metal
ქართული: მძიმე მეტალი
한국어: 헤비 메탈
Lëtzebuergesch: Metal
Limburgs: Metal
македонски: Хеви метал музика
монгол: Метал рок
Bahasa Melayu: Muzik heavy metal
مازِرونی: هوی متال
Nedersaksies: Metal (muziek)
नेपाल भाषा: हेभी मेटल संगीत
Nederlands: Heavy metal
norsk nynorsk: Heavy metal
occitan: Heavy metal
Picard: Heavy metal
polski: Heavy metal
português: Heavy metal
Runa Simi: Heavy metal
română: Heavy metal
русский: Метал
srpskohrvatski / српскохрватски: Heavy metal
Simple English: Heavy metal music
slovenčina: Heavy metal
slovenščina: Metal
српски / srpski: Хеви метал
svenska: Heavy metal
ślůnski: Hewimetal
Türkçe: Heavy metal
oʻzbekcha/ўзбекча: Heavy metal
vèneto: Heavy Metal
Tiếng Việt: Heavy metal
West-Vlams: Metal (muzik)
მარგალური: მონკა მეტალი