Hannon (olifant)

Poltred treset eus Hannon, gant Raffaello Sanzio, war-dro 1514
Tresadennoù all
Woodcut of Hanno on pamphlet by Philomathes (Rome, c. 1514)
Manuel I añ, roue Portugal, war Hannon, war bajenn-ditl Leitura Nova.
Murlivadur da Hannon.

Hannon (Annone en italianeg) a oa un olifant gwenn eus enez Sri Lanka, degaset da Europa e penn-kentañ ar XVIvet kantved, war-dro 1510, hag a varvas d'ar 16 a viz Mezheven 1516.

Roue Portugal

Roet e oa bet gant Roue Kochi da Manuel Iañ, roue Portugal, war un dro gant ur frikorneg, pe marteze e oa bet goulennet ouzh Alfonso d'Albuquerque, bezroue India, pourchas unan .

Brudet e voe kement-se en Europa kerkent. Diwar glevout testenioù resis-kenañ e voe savet un dresadenn anezhañ gant Albrecht Dürer, a voe graet ur c'hoadengravur anezhi.

War-lerc'h avat e voe profet al loened d'ar pab Leon X pa voe kurunet, ha kaset dezhañ dre ar mor. D'ar strad ez eas lestr ar frikorneg, hag al loen gantañ. Yac'h ha dibistig e tegouezhas an olifant e Roma avat, ha degemeret e voe war an ton bras d'an 12 a viz Meurzh 1514. Pevar bloaz e oa neuze. Da gentañ e voa dalc'het e porzh ar Belvedere, ha goude kaset d'ur c'hraou aozet evitañ etre Iliz-veur Sant-Pêr ha palez ar pab, nepell diouzh Borgo Sant'Angelo. Enoret e voe e zonedigezh el lennegezh koulz hag en arz.


Other Languages
asturianu: Hanno
dansk: Hanno
español: Hanno
فارسی: هانو (فیل)
Nederlands: Hanno (olifant)
português: Hanno (elefante)
русский: Ханно (слон)
srpskohrvatski / српскохрватски: Hano (slon)
slovenščina: Hano (slon)