Gouennlazh an Armenianed

Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre . 
Monumant koun ar gouennlazh e Yerevan.

Gouennlazh an Armenianed a c'hoarvezas eus miz Ebrel 1915 da viz Gouhere 1916[1]. Muioc'h-mui e vez degemeret ar bloavezh 1923 evel hini fin ar gouennlazh.

An div drederenn eus an Armenianed a oa o vevañ er pezh a zo Turkia bremañ a voe lazhet e-kerzh deportadurioù ha lazhadegoù. Aozet e oa an traoù gant renerien Impalaeriezh Otoman an ampoent, anavezet dre an anv Jöntürkler ("Turked-Yaouank"). Alies e kaver ar sifr ur milion pemp kant mil Armenian eus Anatolia marvet diwar se. Hervez an istorourien ez eo etre 800 000 hag 1 milion eizh kant mil an niver a dud marvet. Nac'h a ra c'hoazh gouarnamant Turkia degemer eo al lazhadegoù-se ur gouennlazh, met un toullad stadoù (23 e 2014) o deus degemeret ar fed (Uruguay e oa an hini gentañ e 1965).

D'an 12 a viz Ebrel 2015, ar Pab Frañsez en deus bet komzet war gouennlazh an Armenianed evit lakaat war wel ar feulster-sot o tiwan er bed a-hiziv[2]. Implijet a oa bet gantañ ar gerioù «gouennlazhadeg kentañ an XXvet kantved

D'ar 15 a viz Ebrel 2015 en deus savet Parlamant Europa ur pennad hag ur gaoz war gouennlazh an Armenianed oc'h adkemer ul lod eus kaozioù ar pab Frañsez hag o saludiñ e youl[3].

Ludresadenn stadunanat embannet en Dayton Ohio Daily Newspaper e 1924. Goap a vez graet eus Emglev Lausanne dre ma vez laosket Republik Turkia da nac'hañ bezañ kablus eus Gouennlazh an Armenianed.

D'ar 17 a viz Ebrel 2015, er skinwel, en deus roet prezidant Rusia, Vladimir Poutin, e harp da gaozioù ar pab Frañsez ha da pennad parlamant Europa war gouennlazh an Armenianed[4].

Other Languages
العربية: مذابح الأرمن
беларуская: Генацыд армян
Esperanto: Armena genocido
hornjoserbsce: Genocid Armenjanow
Bahasa Indonesia: Genosida Armenia
Basa Jawa: Genosida Armenia
Lëtzebuergesch: Armenesche Vëlkermuerd
македонски: Ерменски геноцид
Bahasa Melayu: Genosid Armenia
Nederlands: Armeense genocide
srpskohrvatski / српскохрватски: Armenski genocid
Simple English: Armenian Genocide
slovenščina: Armenski genocid
татарча/tatarça: Ärmännär genotsidı
українська: Геноцид вірмен
Tiếng Việt: Diệt chủng Armenia