Frank

Daou c'her frank. Liammet ez int gant ar frankiz, a-dost pe a-bell, o-daou.

1 An anv-kadarn Frank, Franked, hini ur bobl germanek a aloubas Galia, hag a savas meur a rouantelezh enni da gentañ, hag un impalaeriezh goude e kreiz Europa an IXvet kantved.

2 An anv-familh hag ar raganv Frank, hemañ a orin alamanek ha kavet stank a-walc'h er broioù saoznek hag aet da vezañ roet muioc'h-muiañ er re-all. Sellet ouzh Anne Frank, Bernard Frank (1929-2006), Frank Herbert, Frank Lloyd Wright, Frank Sinatra, Frank Zappa.

3 An anv-gwan frank, en deus meur a adster, implijet e meur a droienn.


  1. frank a denn d'ar Franked pe d'ur Frank;
  2. frank zo bras, ledan : frank eo an ti'
    • evel er c'hrennlavar : Ar c'hlask a zo stank, ar c'havoud n'eo ket frank.
    • evel en droienn: Digor-frank,
    • evel el lesanv gast Chanig Digor-Frank.
    • evel en droienn Frank eo toull e c'houzoug, diwar-benn ul lonker.
  3. frank a zo un anv-gwan a glot gant an anv-kadarn frankiz, hag a dalv kement ha distag, diere, diliamm, dishual, diac'hub,
    • ur vicher frank a zo ur vicher a c'hell bezañ sevenet hep bezañ dindan urzhioù un den all (hervez Ofis ar Brezhoneg)
    • evel en ur poellad frank, pe meziant frank, a zo frankiz d'e implijout pe d'e gemmañ
    • ur porzh frank, koulz hag un takad frank, a zo lec'hioù ma ne vez ket taosoù da baeañ d'ober kenwerzh
Other Languages
azərbaycanca: Frank
беларуская: Франк
български: Франк
čeština: Frank
English: Frank
español: Frank
français: Frank
italiano: Frank
日本語: フランク
қазақша: Франк
한국어: 프랑크
Nederlands: Frank
Ирон: Франк
polski: Frank
português: Frank
română: Frank
русский: Фрэнк
Simple English: Frank
slovenčina: Frank
slovenščina: Frank (razločitev)
Türkçe: Frank
українська: Франк
Tiếng Việt: Frank