Enez Heard hag Inizi McDonald

Heard Island and McDonald Islands on the globe (Antarctica centered).svg

Tiriad Enez Heard hag Inizi McDonald (e saozneg: Heard Island and McDonald Islands Territory; teskanv: HIMI) a zo un Tiriad diavaez eus Aostralia, ennañ inizi volkanek lec'hiet e su Meurvor Indez, war-dro an div drederenn eus an hent etre Madagaskar hag Antarktika, war-hed 4 100km diouzh mervent Aostralia. Diouzh un tu ez eus un enezeg vihan, Inizi McDonald, ha diouzh un tu all, un enezenn un hec'h-unan, Enez Heard, hag un toulladig kerreg (Sail Rock, Black Rock) hag inizigoù (Shag Islet, Morgan Islet). Didud eo an holl lec'hioù-se. Inizi Kergelenn eo an douaroù tostañ dezho.

An inizi

Diouzh un tu:

  • Enez Heard

Diouzh an tu all:

  • Inizi McDonald
    • Enez McDonald
    • Flat Island, kendeuzet abaoe 2000-2001 gant Enez McDonald, da heul un dislonkadenn menez-tan
    • Meyer Rock
Other Languages
беларуская (тарашкевіца)‎: Востраў Гэрд і астравы Макдоналд
български: Хърд и Макдоналд
srpskohrvatski / српскохрватски: Otok Heard i otočje McDonald