Elizabed

Ar Weladenn gant Nicolas Labbé, 1640-1643, Mirdi Marsilha
Iliz ar Weladenn en Ein Kerem

Hervez an Testamant Nevez (Lk 1) ez eo Elizabed / Elizabeth / Elisabeth (hebraeg אֱלִישָׁבַע Alisba / "ma doue en deus touet", arabeg أليصابات Alyassabat, gresianeg Ἐλισάβετ Elisabet) mamm Yann Vadezour.[1].

Eus rummad Aaron e oa, gwreg Zec'haria ha kenitervez da Vari, mamm Jezuz.

Pa zeuas Mari d'he gweladenniñ e lavaras Elizabed dezhi :

« Benniget out e-touez ar gwragez, ha benniget frouezh da gorf.
A belec'h e c'hoarvez ganin e teufe d'am c'haout mamm va Aotrou ?
Rak setu, kerkent ha m'eo deuet da vouezh betek ma divskouarn, en deus tridet va bugelig em c'hreiz gant al levenez.
Eürus an hini he deus kredet, rak sevenet e vo ar pezh a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou ».[2]

Respont a reas Mari gant ar c'hantik holl rudet Magnificat pe Va ene a gan braster an Aotrou.[3] Testenn vrezhonek ar c'han a gaver war ur blakenn brierezh war voger porzh Iliz ar Weladenn en Ein Kerem e-kichen Jeruzalem e-touez nouspet yezh all.[4]

Roet e vez ar stumm Elesbed d'he anv ivez.

Other Languages