Candide

Golo Candide, e 1759. Skrivet eo war ar golo eo troet diwar an alamaneg.
Kouevrengravadur eus 1755 ma weler tangwall e Lisboa ha tsunami er porzh.
« Diaouled Pangloss a oa skilfek ha lostek ha reut e oa ar flammoù » (pennad VI)[1].

Candide ou l'Optimisme zo ur gontadenn filozofikel c'hallek, savet gant Voltaire hag embannet e Suis, e kêr Genève, e miz Genver 1759. Ugent gwech e voe embannet e-pad buhez an oberour, gant se eo unan eus an oberennoù a reas ar brasañ berzh el lennegezh c'hallek.

« Candide » eo an haroz, un anv deuet eus ar ger latin candidus, hag a dalv, war un dro, kement ha "gwenn", hag ivez "a feiz vat", "didro". An anv dibabet-se a ziskouezfe kredoni an haroz. Souezhiñ a ra, a-hed e droioù, rak kement tra amreizh a wel.

Meneg zo er gontadenn eus kren-douar Lisboa e 1755, ha displegañ a ra Voltaire e sell ouzh an Droug er bed. Gwelet eo ar gontadenn evel un dagadenn nerzhus ouzh ar wellwelouriezh, kelennet gant an Alaman Gottfried Leibniz en e oberenn c'hallek La Monadologie, e 1714.


Other Languages
বাংলা: কনদিদ
Cebuano: Candide
čeština: Candide
Cymraeg: Candide
dansk: Candide
Ελληνικά: Αγαθούλης
English: Candide
español: Cándido
فارسی: کاندید
suomi: Candide
français: Candide
עברית: קנדיד
magyar: Candide
Bahasa Indonesia: Candide
íslenska: Birtíngur
italiano: Candido
한국어: 캉디드
Latina: Candide
Lingua Franca Nova: Candido
lietuvių: Kandidas
latviešu: Kandids
македонски: Кандид
മലയാളം: കാൻഡീഡ്
Nederlands: Candide
norsk: Candide
ਪੰਜਾਬੀ: ਕਾਂਦੀਦ
slovenščina: Kandid ali Optimizem
svenska: Candide
Türkçe: Candide
українська: Кандід
اردو: کاندید
中文: 憨第德