Burgonded

Unan eus pobloù german ar reter e oa ar Vurgonded. Soñjal a reer e oant divroet eus douar-bras Skandinavia da enez Bornholm, er Mor Baltel, un enezenn a zeu hec’h anv eus an norseg Burgundarholmr (Enez ar Vurgonded) ; alese ez ejont goude da zouar-bras Europa.

Ar menegoù kentañ eus ar Vurgonded gant ar Romaned a laka anezho da vezañ unan eus meuriadoù german ar reter. Diwar an enklaskoù henoniezh zo bet graet en enez Bornholm e soñj d’an istorourien e oant aet kuit eus Bornholm war-dro ar bloavezh 300 goude J.K.

Er bloavezh 369 e voent galvet gant an Impalaer Valentinianus I da vont d’e sikour en e vrezel a-enep ur bobl c’herman all, an Alemanned. D’ar c’houlz-se e oa ar Vurgonded o vevañ e traoñienn ar stêr Wisła moarvat.

E deroù ar Vvet kantved, pa oa bet tennet soudarded eus harzoù an Impalaeriezh roman evit mont da vrezeliañ a-enep ar Wizigoted, e voe treuzet ar stêr Roen gant tud eus meur a bobl c’herman, Alaned, Vandaled, ha Burgonded. En em staliañ a reas ar Vurgonded, da vat, e traoñienn ar Roen, ha sevel eno ur rouantelezh a oa he c’hêr-benn e Worms. Eno o do da amezeien an Alemanned er c’hreisteiz, ar Franked en hanternoz hag an Huned er reter. Implijet e voe ar Vurgonded gant ar galloud roman evit difenn harzoù an Impalaeriezh ha stourm ouzh pobloù german all.

Adalek ar mare-se en em droas pennoù bras ar Vurgonded davet ar gristeniezh katolik, hogen ar bobl a viras he c’hredennoù, paganiezh ha kristeniezh Arius mesket. E 436-437 e rejont o mad eus diskar an Impalaeriezh roman evit sevel a-enep ar Romaned. Dindan ren o roue Gundahar pe Gundicar e voe aloubet douaroù nevez ganto war ribl kleiz ar Roen, e Gallia Belgica, a voe lezet ganto gant ar Romaned goude-se. Daoust ma veze sellet outo c’hoazh evel ur bobl gevredet (foederati), e voe torret an emglev etrezo hag ar Romaned p’en em savas ar Vurgonded, gant Gundahar en o fenn, ouzh an Impalaeriezh. Gant Aetius, penn milourel ar Romaned, e voe galvet an Huned da zont war sikour an Impalaeriezh. Faezhet e voe ar Vurgonded en ur brezel ma vije bet lazhet 20 000 anezho hag en o zouez ar roue Gundahar, Gunther an Nibelungenlied. Spontet e voe ar Vurgonded ha sujañ a reas lod anezho da roue an Huned, Attila, evit mont da vevañ a-gevret ganto e Pannonia. Ar re all a voe kendeuzet en arme ar Romaned ha lezent e voent d’en em staliañ e Savoia (anvet Sapaudia d’ar mare-hont ha brasoc’h eget Savoia bremañ).

Eno e savjont ur rouantelezh anvet Burgondia, adalek 443, en-dro d’o c’hêr-benn Geneva. Klask a rejont brasaat o rouantelezh, war-zu ar c’hreisteiz ha war-zu ar c’hornôg. Skoazell a zegasjont d’an Impalaeriezh roman, a-gevret gant pobloù german all evel ar Wizigoted, en he stourm a-enep Huned Attila. Brezeliañ a rejont a-enep ar Franked e deroù ar VIvet kantved. E 534 e voe aloubet o bro ganto ha staget ouzh rouantelezh frank ar Veroveed. An eñvor eus rouantelezh ar Vurgonded a chomas bev e-pad pell avat, hag un emskiant kreñv a roio d’o diskennidi, a-hed meur a gantved, pa oa enebiezh etre rouaned Bro-C’hall ha duged Bourgogn.

Bourgogn bremañ a zalc’h anv ar rouantelezh-hont, daoust m’eo disheñvel o bevennoù.

Other Languages
Alemannisch: Burgunder
aragonés: Burgundios
العربية: برغنديون
asturianu: Pueblu burgundiu
azərbaycanca: Burqundlar
български: Бургунди
català: Burgundis
čeština: Burgundi
Чӑвашла: Бургундсем
dansk: Burgundere
Deutsch: Burgunden
Ελληνικά: Βουργουνδοί
English: Burgundians
Esperanto: Burgundoj
eesti: Burgundid
euskara: Burgundiar
suomi: Burgundit
français: Burgondes
arpetan: Burgondos
Frysk: Boergonden
galego: Burgundios
עברית: בורגונדים
hrvatski: Burgundi
magyar: Burgundok
Bahasa Indonesia: Burgundian
italiano: Burgundi
Basa Jawa: Burgundian
ქართული: ბურგუნდები
한국어: 부르군트인
Latina: Burgundiones
Limburgs: Bourgondiërs
lietuvių: Burgundai
latviešu: Burgundi
македонски: Бургунди
Mirandés: Burgúndios
Nederlands: Bourgondiërs
norsk nynorsk: Burgundarar
norsk: Burgundere
occitan: Burgondis
polski: Burgundowie
português: Burgúndios
română: Burgunzi
русский: Бургунды
srpskohrvatski / српскохрватски: Burgundi
slovenčina: Burgundi
slovenščina: Burgundi
српски / srpski: Бургунди
svenska: Burgunder
татарча/tatarça: Бургундлар
українська: Бургунди
Tiếng Việt: Người Burgundi
West-Vlams: Bourgondiërs
中文: 勃艮第人