Blanche Bourgogn (war-dro 1296-1326)

Disambiguation.svg Ur pennad Blanche Bourgogn zo ivez.
Blanche Bourgogn

Blanche Bourgogn (war-dro 1296- 1326) a voe Rouanez Bro-C'hall ha Navarra e-pad un nebeud mizioù en 1322 dre he dimeziñ d'ar roue Charlez IV.

He buhez

Merc'h e oa da gont palatin Bourgogn Otto IV ha da gontez Artez Matilda, pe Mahaut. E 1302 e varvas he zad, hag he breur yaouank Roperzh a voe anvet da gont. [1].
He c'hoar henañ, Janed II Bourgogn a oa da zimeziñ da Loeiz, roue Navarra, mab henañ Fulup IV (Bro-C'hall), met ur soñj all a reas ar roue, hag ober a reas dezhi dimeziñ d'e eil mab, Fulup, kont Poitiers, e 1307. Er bloaz-se en-eeun e timezas Loeiz da Marc'harid Bourgogn . [2] [3]

Kontez Artez, mamm Janed, a oa stad enni gant an eured he merc'h Janed, ha kenkent e stagas da itrikañ eurediñ Blanche, he merc'h yaouankañ, da drede mab ar roue gall, ar c'hont Charlez de la Marche, hag o kinnig un argouroù bras meurbet.

E 1308, e voe dimezet Blanche da Charlez, roue Navarra evel Carlos Iañ Navarra, ur mab da Fulup IV le Bel, roue Bro-C'hall, ha d'e bried Janed Iañ Navarra.

E deroù 1314 e voe harzet gant he zad-kaer roue, war an dro gant he c'hoar-gaer Marc'harid Bourgogn hag he c'hoar Janed Bourgogn, ha bac'het e voent o-zeir e kastell Château Gaillard, dre m'o dije avoultret gant ar marc'heg norman Gauthier d'Aunay.