Black Rebel Motorcycle Club

Black Rebel Motorcycle Club e gouel sonerezh Benicassim, 22 a viz Gouere 2007

Black Rebel Motorcycle Club (BRMC) a zo ur strollad a vesk sonerezh rock, blues, garage, psikedelegiezh nevez ha shoegaze a orin eus San Francisco, California, hag a zo bremañ diazezet e Los Angeles. A-fet levezon e c'haller menegiñ sonerien evel The Brian Jonestown Massacre, The Rolling Stones, John Lennon, The Velvet Underground ha The Jesus and Mary Chain [1].

Istor

Black Rebel Motorcycle Club a zo bet savet e 1998. Dont a ra anv ar strollad eus gang Marlon Brando er film The Wild One ( 1953). En div bladenn gentañ embannet ganto e klever levezon strolladoù evel Led Zeppelin, hag ivez hini strolladoù all evel The Verve, Loop, Sonic Youth, Dinosaur Jr ha The Jesus And Mary Chain. War o fladenn Baby 81 o deus degaset kemmoù en o sonerezh, hag elfennoù blues, folk ha rock a glever enni. Robert Levon Been ha Peter Hayes eo ar ganerien. Been and Hayes a gejas er skol-veur e Lafayette ( California) ha buan e savjont ur strollad (Hayes a oa o paouez kuitaat The Brian Jonestown Massacre). E-pad ma oant o klask un tabouliner e kejjont gant Nick Jago (ur soner eus Devon, Rouantelezh-Unanet) hag a oa deuet da Galifornia. The Elements a oa anv kentañ ar strollad, met cheñch a rejont hag e tibabjont Black Rebel Motorcycle Club pa verzjont e oa ur strollad all gant ar memes anv. War o eil pladenn ( Take Them On, On Your Own) ez eus meur a don ( "Generation" , "US Government") hag a rebech traoù ouzh gouarnamant ar Stadoù-Unanet.

Leeds Town Hall, ar sal-abadennoù e-lec'h m'ne dije gellet ar strollad terriñ al leurenn

E 2003 e voe paouezet ur sonadeg gant Black Rebel Motorcycle Club e Leeds Town Hall ( Leeds , Rouantelezh-Unanet) peogwir o doa aon tud an ti-kêr e kouezhfe leur ar sal (hag a zo 150 vloaz) en he foull. [2] Diwar an afer-se e voe anvet ar strollad 'the band who broke the floor'. [3]

Diemglev a savas etrezo hag o zi-embann ( Virgin Records) e 2004, ha Nick Jago a guitaas ar strollad e dibenn o zroiad hañv er memes bloavezh, sañset abalamour d'un 'diemglev diabarzh', hag a oa e gwirionez kudennoù dramm hag alkol. E-pad ur pennad e voe erlec'hiet gant Peter Salisbury (tabouliner ar strollad The Verve). Hayes ha Been a enrollas o zrede albom goude-se. E 2005 e sinas ar strollad ur gevrat gant meur a di-embann : Echo er Rouantelezh-Unanet, ha RCA er Stadoù-Unanet. O zrede albom, Howl he zitl, a voe degemeret mat-tre gant ar vurutellerien pa zeuas er-maez. A-hervez o dije savet lod brasañ ar c'hanaouennoù a glever warni a-raok ma vefe bet savet ar strollad. Jago a voe degemeret en-dro pa oa tost echu enrollañ ar bladenn-se, seniñ a ra war ar seizhvet kanaouenn ("Promise" he zitl). Pa droas ar strollad a-benn brudañ ar bladenn e voe ouzhpennet ur pevare ezel war al leurenn, ar gitarour Spike Keating. Ouzhpenn a levezonoù bet meneget e c'haller ouzhpennañ ar beat generation, ha dresit-holl Allen Ginsberg. Howl (titl o zrede albom) a zo ivez titl oberenn vrudetañ Ginsberg.

Pevare pladenn vras ar strollad, Baby 81, a voe embannet d'an 30 a viz Ebrel 2007 er Rouantelezh-Unanet hag er peurrest eus Europa, ha d'ar 1añ a viz Mae er Stadoù-Unanet. A-benn he brudañ en doa ar strollad lakaet meur a ganaouenn war e bajennad MySpace.

D'ar 6 a viz Even MSN Music.

Ar ganaouenn "Shuffle Your Feet" a glever war Howl a zo bet implijet a-benn brudañ ar rummad skinwel anvet Generation Kill. He c'hlevout a reer ivez e-barzh film 12 trede lodenn The O.C..

E 2008- 2009 e vez implijet 'Spread your love' (tennet eus o fladenn gentañ) evel digoradur ar c'hrogadoù mell-droad gant Manchester City pa c'hoari ar skipailh-se war e dachenn.

D'ar 27 a viz Here 2008 ec'h embannas ar strollad war e bajennad Myspace e lakafe da zont er-maez ur bladenn hep kenlabourat gant ti-embann ebet, war-bouez an hini savet ganto, hag anvet "Abstract Dragon".

Other Languages