Asopos

  • Diwallit! Arabat droukveskañ gant Aisopos.

Asopos (Ασωπός e gresianeg) zo anv pemp stêr disheñvel e mojennoù Hellaz kozh, ha kemend-all a zoueed-stêrioù.

  • ar stêrioù

Ar stêrioù

  1. ar stêr Asopos e Beotia, a ziskenne eus ar Menez Kithairon. Treuziñ a rae distig Plataea, hag aberiñ en Euripos, e mor Euboia, raktal da Eretria. War he lez e c'hoarvezas emgann Plataea. Ober a rae an harz etre Thebai ha Plataea. Hervez Pausanias ar Beajour (5.14.3) eo war lez an Asopos e kresk ar brasañ raoskl.
  2. an Asopos, a dremen e-kichen Phleioüs da gentañ, e-kichen Sikyon goude, hag a ya goude da aberiñ da b- pleg-mor Korinthos. Hervez Pausanias [2.5.3] e lavare tud Phleios ha Sikyon ne oa eienenn ar stêr nemet un adc'hanidigezh eus ar stêr Maiandros a red e Frygia ha Karia, hag a dremene dindan an douar, a zegouezhe er mor e Miletos hag a save en-dro e Peloponnez evel ar stêr Asopos.
Other Languages
asturianu: Asopu
български: Азоп
čeština: Asópos
dansk: Asopos
Deutsch: Asopos (Gott)
English: Asopus
Esperanto: Asopo
español: Asopo
suomi: Asopos
magyar: Aszóposz
ქართული: ასოპოსი
한국어: 아소포스
lietuvių: Asopas
Nederlands: Asopus
norsk nynorsk: Asopos
norsk: Asopos
português: Asopo
română: Asopus
srpskohrvatski / српскохрватски: Asop (mitologija)
slovenčina: Asópos
српски / srpski: Асоп
svenska: Asopos
українська: Асоп