Anna Politkovskaya

Anna Politkovskaia e 2005

Anna Stepanovna Politkovskaya (Анна Степановна Политковская) a oa bet ganet d'an 30 Eost 1958 e New York hag a oa bet drouklazhet d'ar 7 Here 2006 e Moskov e-barzh hall ar savadur ma oa o chom.

Ur gazetennerez eus Rusia e oa ha brudet eo bet abalamour d' he fennadoù diwar-benn brezel Tchetchenia hag he frankiz e-keñver galloud Vladimir Putin. Abaoe miz Mezheven 1999 e skrive er gazetenn Novaya Gazeta.

Da-heul he marv

Argerzh ar justis

An enklask war muntr ar gazetennerez a zo echuet e miz Mezheven 2008 pa voe lakaet dindan ensell pevar den diskred warno, tri outo a orin eus Tchetchenia hag un ofiser eus ar FSB. N'eus bet adkavet oberer ebet ha n'eus bet kondaonet hini ebet. An oberer pennañ argredet a zo tec'het, an trede breur Makhmoudov e vefe. [1] D'an 19 a viz C'hwevrer 2009 eo bet akuitet ar breudeur (Djabrail hag Ibragim) Makhmoudov ha Sergey Khadjikourbanov. [2] E fin miz Mezheven 2009 e oa nullet an akuitadur gant al Lez-veur. Ur prosez nevez a oa digoret d'ar 5 a viz Eost 2009. Kenderc'hel a ra familh Anna Politkovskaya hag he c'henlabourerien da lavaret ne zegaso netra ur prosez all ma ne vez ket adc'hraet an enklask.

Other Languages
azərbaycanca: Anna Politkovskaya
беларуская (тарашкевіца)‎: Ганна Паліткоўская
bosanski: Ana Politkovska
Bahasa Indonesia: Anna Politkovskaya
македонски: Ана Политковскаја
Bahasa Melayu: Anna Politkovskaya
Nederlands: Anna Politkovskaja
norsk nynorsk: Anna Politkovskaja
português: Anna Politkovskaia
srpskohrvatski / српскохрватски: Ana Politkovskaja
Simple English: Anna Politkovskaya
slovenščina: Ana Politkovska
српски / srpski: Ана Политковска
татарча/tatarça: Анна Политковская