Amzeriatadur dre radiokarbon

An amzeriatadur dre radiokarbon (pe dre garbon 14), pe bloaziadur dre radiokarbon, zo un amzeriatadur radiometrek diazezet war muzul oberiegezh radiologel ar c'harbon 14 (14C) a gaver en danvez organek a glasker anavezout e oad peurvoudel, da lavaret eo an amzer aet hebiou abaoe e varv.

En henoniezh hag e paleoantropologiezh e servij kalzik an teknik-mañ, bet peuraozet gant ar fizikour-kimiour stadunanat Willard Libby ( 1908- 1980) e dibenn ar bloavezhioù '40.

Other Languages
Bahasa Indonesia: Penanggalan radiokarbon
Nederlands: C14-datering
norsk nynorsk: Radiokarbondatering
srpskohrvatski / српскохрватски: Radiokarbonsko datiranje
Simple English: Radiocarbon dating