Alcide De Gasperi

Alcide De Gasperi

Alcide de Gasperi ( 3 a viz Ebrel 1881 - 19 a viz Eost 1954) a oa ur politiker eus Italia hag a voe Kentañ Ministr e vro etre 1945 ha 1953. Sellet a reer outañ evel unan eus diazezerien Kumuniezh Europa, a-gevret gant tud evel Robert Schuman, Jean Monnet pe Konrad Adenauer.

E vuhez

Ganet e voe e Pieve Tesino e rannvro Trentino hag a oa en Aostria-Hungaria d'ar mare-se. Mont a reas da Vienna d'ober studioù lennegezh ha prederouriezh, e-sell da vont da gazetenner. E 1911 e voe dilennet da gannad e parlamant Aostria, en anv an Unione Politica Popolare del Trentino. Goude ar Brezel-bed Kentañ e teuas da vezañ Italian hag e voe e-touez ar re a savas ar Partito Popolare Italiano e 1919. Dilennet e voe da gannad en anv ar gostezenn-se e 1921. A-dal da gresk Benito Mussolini en em ziskouezas De Gasperi evel unan enebet ouzh ar faskourien. E miz Du 1926 e voe divodet ar PPI. Harzet e voe De Gasperi e miz Meurzh 1927 ha kondaonet da bevar bloaz toull-bac'h. Dre ma oa anavezet evel ur politiker katolik e voe difennet gant ar Vatican ha lezet e voe da vont en e frankiz e miz Gouere 1928. E 1929 e voe roet labour dezhañ e Levraoueg ar Vatikan ha eno e chomas betek diskar ar faskouriezh e 1943. E-pad an Eil Brezel-bed e voe e-touez ar re a savas an Democrazia Cristiana, ur gostezenn e-maez-lezenn. Goude ar brezel e adstagas gant e labour politiker ha dre ma oa e penn an Demokrated Kristen e teuas da vezañ Kentañ Ministr Italia.

Etre 1945 ha 1953 e voe Kentañ Ministr e-barzh eizh gouarnamant a voe lerc'h-ouzh-lerc'h. E-keit ha ma voe o ren ar gouarnamant e teuas Italia da vezañ ur republik (1946), sinet e voe un emglev peoc'h etre Italia hag ar Gevredidi (1947), mont a reas Italia e-barzh Aozadur Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh (NATO) e 1949 hag adsavet e voe ekonomiezh Italia gant harp ar Stadoù Unanet. Unan eus an traoù bras a voe kaset da benn gantañ ivez eo an emglev etre Aostria hag Italia (Emglev Gruber-De Gasperi), e Gwengolo 1946, hag a reas eus Trentino ha Tirol ar Su ur rannvro emren anvet Trentino-Alto Adige.

D'ar mare-se ivez e voe savet Kumuniezh Europat ar Glaou hag an Dir, stumm kentañ Kumuniezh Europa, e 1951. Ur perzh bras a gemeras De Gasperi en dra-se, gant tud evel Robert Schuman, Altiero Spinelli, Jean Monnet, Konrad Adenauer pe Paul-Henri Spaak. E 1955 e voe anvet De Gasperi da brezidant Kumuniezh ar Glaou hag an Dir. Bez e voe ivez unan eus ar re a glaskas kas war-raok ar soñj da sevel ur politikerezh difenn europat.

Mervel a reas e Sella di Valsugana, en e vro c'henidik, Trentino, e 1954, met beziet e voe e Roma goude obidoù broadel bras. Fellout a ra d'an Iliz katolik lakaat anezhañ da wenvidig.

Other Languages
azərbaycanca: Alçide Qasperi
Bahasa Indonesia: Alcide de Gasperi
Lëtzebuergesch: Alcide De Gasperi
Nederlands: Alcide De Gasperi
português: Alcide De Gasperi
srpskohrvatski / српскохрватски: Alcide De Gasperi
Simple English: Alcide De Gasperi
slovenščina: Alcide De Gasperi
српски / srpski: Алчиде Де Гаспери
Tiếng Việt: Alcide De Gasperi