Al lizher d'ar Romaned

Al lizher d'ar Romaned a zo unan eus lizheroù Paol a gaver e Testamant Nevez ar Bibl.

El lizher d'ar C'halated e oa bet kaoz endeo eus an emzalc'h da gaout e-keñver ar gristenien deuet eus ar baganiezh : daoust hag-eñ e oa ret lakaat anezho da sentiñ ouzh Lezenn Moizez a-raok degemer anezho en Iliz ?

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout al lizher d'ar Romaned en e droidigezh eus an Testamant Nevez [1].

"Gant al lizher d'ar Romaned hon eus adarre an hevelep kelennadurezh, met er wech-mañ eo displeget hiroc'h hag e pep kentel.

Paol n'en deus ket gwelet Roma c'hoazh. Mont a raio prestik da Jeruzalem da zegas di aluzonoù ilizoù Makedonia hag Ac'haia. Soñjal a ra goude-se tizhout kêr-benn an Impalaeriezh, hag evit prientiñ e zonedigezh e skriv e lizher. Er bloavezh 56-57 emaomp. Abostol ar baganed a wel mat ar riskl a zo gant un troc'h etre ar gristenien yuzev hag ar baganed kristenaet. Diaesterioù a zo bet hag a chom : gwelloc'h eo dezhañ e-unan displegañ e soñj, ma vo anat e gelennadurezh d'an holl.

Eus petra e teu ar santelezh, ar reizhder dirak Doue ? Eus an den e-unan ? Ned eo hemañ anezhañ e-unan nemet pec'hed. Eus al Lezenn ? Houmañ ne ro ket an nerzh d'he mirout. Ar feiz e Jezuz Krist eo an hini a ro santelezh. Sellit ouzh : dre ar feiz eo bet mignon da Zoue, a-raok bezañ amdroc'het. Ha ni eo dre ar feiz e Jezuz Krist e vezomp adunvanet gant an Tad ; rak Jezuz Krist eo an hini a ziskar pec'hed Adam dre e varv hag e adsav. Gant ar vadeziant emaomp en ul lezenn nevez, lezenn speredel ar salver. Ha bremañ, evit gwir, hon eus ar Spered santel d'hor skoazellañ, dimp da vevañ evel gwir vugale da Zoue, galvet da vezañ gant ar C'hrist heritourion ar c'hloar beurbadel."

  • notennoù ha daveennoù

Notennoù ha daveennoù

  1. Troidigezh an Testamant Nevez didan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971, p. 354.
Other Languages
беларуская (тарашкевіца)‎: Пасланьне да рымлянаў
Mìng-dĕ̤ng-ngṳ̄: Lò̤-mā Cṳ̆
čeština: List Římanům
गोंयची कोंकणी / Gõychi Konknni: रंकारांक पावलुचें पत्र
客家語/Hak-kâ-ngî: Lò-mâ-sû
interlingua: Epistola al Romanos
한국어: 로마서
lumbaart: Letera ai Ruman
Plattdüütsch: Römerbreef
Chi-Chewa: Aroma
srpskohrvatski / српскохрватски: Poslanica Rimljanima
Simple English: Epistle to the Romans
slovenčina: List Rimanom
svenska: Romarbrevet
vepsän kel’: Kirjaine rimalaižile
中文: 羅馬書
Bân-lâm-gú: Lô-má-su
粵語: 羅馬書