Air

Air e-pad gouel Les Eurockéennes, d'an 30 viz Gouere 2007

Air a zo ul laz-seniñ gall savet e dibenn ar bloavezhioù 1990, ennañ Jean-Benoît Dunckel ha Nicolas Godin.

Renket e vez e rummad ar french touch (sonerezh elektronek gall), ha brudet eo er bed a-bezh, dreist-holl er Stadoù-Unanet hag e Japan. Sonerezh ar strollad a zo ennañ ur meskaj sonerezh ambient, elektronika, downtempo, sonerezh elektronek, sonerezh pop, rock psykedelek diazezet war heuliadoù kendonioù gitar (riff e saozneg), sonioù elektronek ha mouezhioù tremenet dre ur Vocoder. Air en deus kenlabouret gant Beck, Charlotte Gainsbourg, Jarvis Cocker , Étienne de Crécy, Alex Gopher, Neil Hannon ha Nigel Godrich. Meur a wech o deus aozet sonerezh filmoù Sofia Coppola.

Istor ar strollad

Istor Air a grogas er bloavezhioù 1980 e lise Jules-Ferry Versailles, rak eno e studie Jean-Benoît Dunckel ha Nicolas Godin. Gant sikour Alex Gopher ha Xavier Jamaux, e savjont ur strollad anvet |Orange [1], ur strollad berr e vuhez ha na enrolals tamm ton ebet. Koulskoude eo deuet da vezañ ur seurt mojenn, abalamour d'an dud a oa ennañ.

Ur wech tapet e vachelouriezh e stagas Nicolas Godin gant studioù savouriezh, ha neuze e rankas dilezel ar sonerezh. E 1995, e-keit ma oa o labourat war bladenn gentañ Teri Moïse, e voe bountet da sevel tonioù gant ur mignon a-gozh, Marc Tessier du Cros e anv, hag a laboure evit Source (un ti-embann pladennoù stag ouzh Virgin music) [2]. Un ton diazezet war sonerezh nemetken hag anvet Modulor a savas gant ar pal enoriñ Le Corbusier. Kinnig a reas an ton dindan anv Air da Source. Embannet e voe war an dastumad anvet Source Lab ha berzh a-walc'h a reas (embannet e voe ivez gant an ti-embann breizhveuriat Mo'Wax). Jean-Benoît Dunckel hag a oa o studiañ ar matematik hag a gendalc'he da seniñ war un dro er strollad Le Dynamo, hag a sone piano e tavarnioù ar C'harter latin [2].

Goude Modulor e tivizas an daou zen labourat asambles. Un nebeud tonioù a savjont, hag embannet e voent dindan stumm pladennoù bihan (single). An tonioù-se azo bet bodet war an dastumad anvet Premiers symptômes ( 1997). D'ar mare-se e voent brudet ivez a-drugarez d'an tonioù a veskjont en-dro, evit arzourien evel Neneh Cherry, Depeche Mode pe c'hoazh Ollano.

Air a zo ur wreskanv a dalvez Amour, Imagination, Rêve [3].

Sonerezh

Jean-Benoît Dunckel e-pad ur sonadeg (15 a viz Meurzh 2007)
Nicolas Godin e-pad ur sonadeg (15 a viz Meurzh 2007)

O fladenn gentañ, Moon Safari he zitl, a zeuas er-maez e 1998 ha berzh bras a reas kerkent hag embannet, dre ma disheñvel son ar strollad diouzh kement tra a veze embannet d'ar mare-se. An titl a ziskouez e felle d'ar strollad meskañ sonerezh elektronek an dazont ("Moon") ha sonioù dousoc'h, aozet gant binvioù hengouneloc'h ("Safari"). En rollet e voe e Saint-Nom-la-Bretèchehag e studio +XXX e-barzh studio Gang ( Pariz). A-benn kas ar raktres e voe sikouret ar strolald gant Jean-Jacques Perrey hag ive zgant laz-seniñ Abbey Road. Pa ginnigas ar bladenn war al lereunn e voe sikouret Air gant sonerien Phoenix. E 1999 ez eas Sofia Coppola e darempred gant ar strollad peogwir e felld ezhzi implijout holl donioù Moon Safari evit he film hir kentañ anvet Virgin Suicides. An daou soner a ginnigas drezhi sevel tonioù a-ratozh evit ar film [1]. Enrollañ a rejont er memes studio hag a oa bet implijet evit Moon Safari, gant sikour an tabouliner Brian Reitzell, peogwir e oa bet goulennet gantañ kemer perzh en enrollañ gant Sofia Coppola. Degemeret mat e voe ar bladenn gant ar vurutellerien. Abaoe e kendalc'h ar strollad da sevel tonioù evit filmoù Sofia Coppola : Lost in Translation (ton anvet Alone In Kyoto) ha Marie-Antoinette (doare sonerezh-benveg an ton anvet Il Secondo Giorno, disoc'h o c'henlabour gant Alessandro Baricco).

E 2001 e teuas 10 000 Hz Legend er-maez. War ar bladenn-se e klever levezon ar sonerezh etrebroadel, ha levezon ar sonerezh-arnodiñ. Beck a genlabouras ganto war an ton anvet The Vagabond. Talkie Walkie zeuas er-maez e penn-kentañ 2004, hag ur bladenn sonerezh kentoc'h pop eo. E miz C'hwever [1]. Pocket Symphony a zeuas er-maez e miz Meurzh 2007. War ar bladenn-se e klever ez eo levezonet ar strollad gant Japan. Nicolas Godin en deus desket seniñ koto ha shamisen gant ur mestr japanat hag a vez o chom e Pariz hag a weler e video "Once Upon a Time". E 2003 e voe implijet City reading evit skeudenniñ testennoù ar skrivagner italian Alessandro Baricco. E 2005 e produjiont 5:55, pladenn Charlotte Gainsbourg .

Other Languages
Afrikaans: Air
català: Air
Cymraeg: Air
dansk: Air
English: Air (band)
español: Air (banda)
estremeñu: AIR
suomi: Air
français: Air (groupe)
galego: Air
ქართული: Air (ჯგუფი)
한국어: 에르 (밴드)
lietuvių: Air
Nederlands: Air (band)
norsk: Air (band)
português: Air (banda)
română: Air (formație)
русский: Air (группа)
slovenčina: Air (skupina)
slovenščina: Air (glasbena skupina)
svenska: Air
українська: Air (гурт)