A Song of Ice and Fire

TrônedeFer1.png

A Song of Ice and Fire (Ur Ganaouenn a Skorn ha Tan e Brezhoneg) zo un heuliad romantoù moliac’h a vojenn-veur skrivet gant ar romantour ha senariour amerikan George R. R. Martin. Kregiñ a reas Martin en heuliad-se e 1991 hag embann ar rann kentañ, A Game of Thrones, e 1996. Tamm ha tamm ec’h astennas an trifezh raktreset e penn-kentañ evit gober pevar rann ouzhpenn a-c'hwael (n’eo ket echu c’hoazh an heuliad).

Istor

C’hoarvezout a ra istor A Song of Ice and Fire war daou gevandir faltaziek, Westeros hag Essos, gant o istor dezhe kozh a viliadoù a vloavezhioù. Kontet e vez an istor en trede gour, hogen gwelet evit pep chabistr diouzh savboent tudennoù disheñvel. Tri istor a gemmesk el levrioù:

  • Kronik ur brezel tiernac’hel etre meur a diegezh an noblañs evit kaout ar galloud war Westeros (evit bout roue ar c’hevandir ha staliet war an Tron Houarn pe evit disrannañ douaroù an Hanternoz diouzh ar Su).
  • Donedigezh gourdrouz un droug dianav, pe ankouaet kentoc’h, hini “ ar Re Arall”, boudoù damvojennel o vevañ e tiriadoù en tu-hont d’ar Voger bet savet e Hanternoz Westeros miliadoù a vloavezhioù zo evit difenn ar rouantelezh dioute (ha ne servije mui nemet da herzel ouzh ar “ouezarded” d’hec’h aloubiñ pe d’he breizañ).
  • Youl divrall Daenerys Targaryen, c’hoar da Aerys II “ar roue foll” bet distroadet gant Robert Baratheon, ha hêrez reizhwiriek nemeti an Tron Houarn, da zistreiñ da Westeros hag adc’hounit tron he zad. Bevañ a ra en harlu abaoe he bugaleaj tenerañ war Essos. Graet e vez “mamm an erevent” anezhi abalamour d’he zri aerouant (spesad boudoù aet da get abaoe kantvedoù kent mar gellas Daenerys genel tri anezhe diwar vioù kozh).
Other Languages
беларуская: Песня Лёду і Агню
беларуская (тарашкевіца)‎: Сьпеў лёду і агню
français: Le Trône de fer
Bahasa Indonesia: A Song of Ice and Fire
日本語: 氷と炎の歌
Кыргызча: Муз жана от ыры
srpskohrvatski / српскохрватски: A Song of Ice and Fire
Simple English: A Song of Ice and Fire
slovenščina: Pesem ledu in ognja
српски / srpski: Песма леда и ватре
Tiếng Việt: A Song of Ice and Fire
Bân-lâm-gú: A Song of Ice and Fire